Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 21

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 53-54)




PENNAD III
————


Ar Brezel


Ar Gelted a zo enno kadarnded al loened fero, ha dre ventegez o c’horf ez int trec’h d’ar peb all eus an Denelez. O c’horfou ramzel, o armou bras-direiz, a lake da gredi e oant bet ganet evit distrujidigez an dud ha diskaridigez ar c’hêriou.

(Dioc’h Florus).


KEVRENN I : AR VREZELIDI HAG AR SERVIJ SOUDARD


Kelta « kelt », e yez hor gourdadou, a oa d’ezañ eur furm wregel keltis ; bez ’e oa ouspenn eur ger diveret dioutañ keltia. Distaget e veze an daou c’her-se hildis, hildia gant ar C’hermaned hag e talvezent e germaneg kement ha « brezeliadez » ha « emgann » [1]. Bez’ e c’hallfe beza, eta, en dije kelta, ano brôadel ar Gelted, talvezet e keltieg koz kement ha « brezeliad ». Eur marteze n’eo ken. Ar pez a zo divarteze avat eo e voe ar Gelted douget a-viskoaz da draou ar brezel.

« Daou dra hepken a brizont ar skiant anezo », eme eur Roman eus an IIet kantvet kent H. S., « ar brezel hag an helavar » [2].

En tu-hont emañ d’ar wirionez. Diskouezet e vezo el labour-skrid-mañ, ennañ eun damskeud eus sevenadur ar Gelted koz, o deus ar Gelted pleustret war skiantou estr eget skiant an helavar ha hini ar brezel. Bez’ e voent, evit-se, e-touez ar muia « brezelgar » eus poblou an Hen-amzer. Ret-holl e oa d’ezo beza. Ganto, evel gant an holl vrôadou eus an Hanternoz, dinerz o renerez ha dic’halloud peurliesa da zifenn madou, buhez ha frankiz broiz, e kave ar re-mañ o gwella gwarez dre veza kadarn, kreñv, ouesk ha boaz da embreger an armou. An holl gwitibunan a veze eta brezeliad, adal ar roue, an drouiz hag ar barnour, betek an distera tieg, mesaer pe marc’hadour. Muioc’h pleustret e veze evelato, skiant ar brezel gant rummadou tud-zo evel an noblañs pe an dud eus ar werin a rae o micher eus ar brezel hag a feurme o divrec’h da neb o faee.


Ar servij-soudard. — Digemma a zo d’ober etre an argadennou da bell-vro hag ar brezeliou-diabarz pe ar brezeliou d’en em zifenn. Peurliesa an argadennou da bell-vro a veze aozet evel-hen : eur rener, anavezet gant an holl dre e gadarnded hag e ampartiz er brezel, a zastume soudarded a youl vat war ar marc’hallec’hiou hag er bodadegou hag a yae war-raok, ganto. Diredi e oa an engouestl.

Pa zegoueze eur brezel a-ziabarz pe eur brezel d’en em zifenn, e ranke an holl kerzout. Neb na sente ket a veze kastizet dre goll e fri, e ziskouarn, eul lagad pe eur vrec’h. Ma veze grevus-bras an traou e veze graet eur vodadeg armet : an holl wazed gouest d’en em ganna a dlee en em voda, armet holl, el lec’h hag en deiz merket, evit en em guzulia war stad an traou ha dilenn eur rener-brezel. An hini en em gave an diweza war dachenn ar vodadeg a veze lazet.

Nag ar gozni nag ar gwanderiou ne harzent an uhelidi geltiat da vont d’ar brezel. Gwelet e veze alies renerien, gwennet d’ezo o fennad bleo ha brevet o c’horf gant an hir-oad, bec’h ganto chom war o jao, o kerzout e penn ar vrezelidi war an emgannlec’h.


  1. Ar ger Hildis « brezeliadez » a rae dibenn kalz a anoiou prinsezed e-touez ar Franked hag ar C’hermaned all eus an Douar-bras : Brunihildis, Nantehildis, Klothildis, Krimhildis, h. a. En hen-skandinaveg Hildis, deut da Hildr, eo ano eur Valkirienn (doueez ar brezel).
  2. Pe « ar brezel hag al labour-douar » mar deo gwir ar reizadenn a zo bet degaset aman d’ar skrid latin koz.