Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
410
notennou diwar-benn ar gelted koz

gant ar Bodinkos, hag an adstêriou anezañ. E kreizenn Europa, mengleuziou houarn pinvidik an Norikon a oa piaouet gant an Daurisked. En Europa ar Sav-heol, ar Vastarned en em astennas war vro an Daked, a oa brudet dre he mengleuziou aour.

Ar broiou paour, meneziek ha dizarempred, n’o deus ket nemeur, evit doare, tennet daveto sellou ar Gelted. Treuzi ar Pireneou hag an Apenninou ne rejont ken. En Alpou ne ziazezjont nemet en traoñiennou ledana ha strujusa hag, a-dreuz d’ar steudad-meneziou, en-dro d’an odeou penna a voe dalc’het start ganto. Ar pep brasa eus an Alpou a vanas e beli meuriadou bihan liguriat, retiat hag illiriat.

En em viret o deus dalc’hmat ar Gelted, en Itali hag en Azia-Vihana, a vont da veva er c’hêriou bras [1]. Ar c’hreñvlec’hiou a glaskent avat, d’ezo da c’horren e surentez enno o armou, o frizonidi hag o zeñzoriou, ha da gavout, diouz red, en o diabarz, minic’hi ha gwarez. Hounnez e voe roll Mediolanon ha Bononia gant Kelted an Itali, Bloukion, Ankura ha Kuballon gant ar C’halated.


KEVRENN III : GIZIOU AR GELTED KOZ


Ar bloaz gant ar Gelted. — Rannet e oa ar bloaz gant ar Gelted 1°) e diou hanterenn ; samos, an hañv ; giamos, *gamos, ar goañv [2], c’houec’h miz e pep-hini anezo ; — 2°) e peder c’hevrenn a bep a dri miz : *ersâkos, *vesantênos [3], an nevez-amzer (c’houevrer, meurz, ebrel) ; samos, an hañv (mae, mezeven, gouhere) ; *sutrebos [4], an diskar-amzer (eost, gwengolo, here) ; giamos, *gamos, ar goañv (du, kerzu, genver).

  1. Hevelep erez rak ar c’hêriou bras a gaved gant an Dhraked, hag er Vet kantved goude H. S., gant ar C’hermaned.
  2. Samos ha giamos, *gamos a raed ivez ganto a-wechou da verka ar bloaz en e bez. Ac’hano eo tarzet *gamonios « leue-goañv » da lavarout eo « leue-bloaz », deut da gamuin en iwerzoneg. Ac’hano ivez, e brezoneg, ar geriou hañvesken ha gaonac’h. Deut eo samos da sam en iwerzoneg ha da ham en hen-vrezonegi.
  3. *Ersâkos a zo deut da errach en iwerzoneg, *vesantênos a zo deut da guaintoin e kerneveg.
  4. « Mad d’ar medi ». Deut e brezoneg da hezreff, diwezatoc’h here, ano miz. Talvoudegez kenta ar ger-se a zo bet miret e gouhere, ar miz « dindan an diskar-amzer » (*vo-sutrebos) da lavarout eo a zeu en e raok.