Uhela. En hanternoz d’ar Bodinkos e weler eun niver a veuriadou bihan illiriat pe liguriat. Raeti, Kamuni, Trumpilini, Stoeni, Orumbovii, Laevi, Lebeki, Vertakomakori, hag all, oc’h ober kel lies a enezenn e-kreiz an dachennad-douar dalc’het gant ar Gelted Insubred pe Genomaned. Eun « enezennad » all a oa anezi Etrusked Mantua, eur gêr savet e-kreiz ar geuniou. Er c’hreisteiz d’ar Bodinkos, war douarou ar Voged, kêr Ravenna, savet a-bez war beuliou prenn e-kreiz ar geuniou, a vanas e dalc’h an Ombrianed, kerkoulz ha kêr Ariminion e bro ar Senoned [1].
Ar meuriadou hag ar c’hêriou, emaomp o paouez komz diouto, a baee, moarvat, an truaj d’ar Gelted. Diouz danvez an neb a baee edo doare an truaj, anezañ metal prizius, aour, arc’hant, kouevr, arem, moneizet pe fetis, pe, a-hend-all, gwiniz, gwin, chatal, dilhad, hag all. Pounner a-walc’h e c’halle beza. An hini a baee Gresianed Buzantion da roueed Tula, lakaet da genta da zek talant, a savas a-benn ar fin, war-dro ar bloaz 220, d’eur yalc’had vras-souezus : 80 talant (2.200.000 lur) [2].
N’en em emelle ket ar Gelted e renerez-diabarz o sujidi. Diouz o zu, an druajidi n’en em veskent ket peurliesa e rendaleou ar Gelted ouz ar poblou all. Ravenna ha Mantua ne weler roud eus an ano anezo e danevell ar brezeliou renet gant ar Gelted ouz ar Romaned.
Petra a c’houlenne ar Gelted digant o diazezadennou nevez. — Ar broiou m’edo ar Gelted dedennet d’o c’haout e oa ar re ma c’hallent gounit diouto hini pe hini pe veur a hini eus an talvoudegeziou-mañ da heul : — 1° douarou gwiniz ; — 2° peurvaniou ; — 3° mengleuziou ; — 4° hentou, stêriou, roudouriou pe odeou darempredet gant marc’hadourien.
Er Spagn, e oa diazezet an Oretaned en-dro da vengleuziou arc’hant Kastulo ; dalc’het e voe gant ar Geltibered, e-kreiz al ledenez-se, uhelennou dereat-kenañ ouz ar maga-deñved ; Varia, kêr-benn ar Veroned, a oa bet savet ganto war eun tremenlec’h pleustret meurbet eus stêr Iberos. En Itali, e tiazezas ar Gelted er c’hompezennou frouezus douret