Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/408

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
408
notennou diwar-benn ar gelted koz

em gav peurwastet ar vro argadet ganto, ar Gelted he dilez kerkent ;

2° Enbrôadennou dre beoc’h ; ar Gelted, ganto o gwragez hag o bugale, a ziazez en eul Iec’h dibobl pe a zired ouz galvadenn roueed estren a ro douarou d’ezo ;

3° Enbrôadennou dre vrezel : Ar Gelted, o gwragez hag o bugale ouz o heul, a zegouez gant o armou er vro ma fell d’ezo diazeza. Goulenn a reont digant tud ar vro-se lezel ganto eun darn eus o douarou, o c’hourdrouz sevel brezel ma n’her greont ket.

An doare diweza-mañ, moarvat, e voe ar boazeta. Kaout a reomp ar c’hiz anezañ e-touez ar C’hermaned er c’henta kantved kent hag er Vet kantved goude H. S. [1].

Evel pep aloubadenn, hini Europa gant ar Gelted a voe d’he heul emgannou, lazadegou, gwall-daoliou-nerz a bep seurt. E nep lec’h, avat, ne voe an dud peurziouennet, pe c’hoaz harluet gant ar Gelted diouz ar broiou ma teuent da ziazeza enno. Dre-holl e talc’has ar pep brasa eus an henvroidi da genveva gant an alouberien.

Trôadou a voe, en em unanas da vat an henvroidi-se gant ar Gelted. Da skouer : war-dro 400 kent H. S. e tegouez er vro douret gant ar Rotanos-izela bagadou Kelted. Dindan o renerez ar meuriadou liguriat bihan a zeu d’en em unani ; en em strolla a reont en eur c’hevredad a voe ar c’henta lusk anezañ da sevel argad ouz Gresianed kêr Vassalia. C’houita a reont war an taol-se, nemet derc’hel a ra ar c’hevredad en e sav : poblad keltiat-liguriat ar Salluved eo, anoiou liguriek d’an darnvuia eus an dek meuriad ouz hen ober, nemet ez eo ar roueed en he fenn, Katumandos, Teutomalos, Kelted a ano hag a ouenn ivez, moarvat.

Trôadou all, Kelted ha Rak-Kelted a vevas kichen-ha-kichen hep en em veska. Evelse eo e c’hoarvezas en Italia-

  1. E 61 kent H. S., ar Sueved, argadet Galia ganto, a fell d’ezo kaout digant ar Sequaned an drederenn eus o bro ; ar Sequaned o veza en em savet ha bet trec’het, e voe aloubet gant ar Sueved eun eil drederenn. E 443 goude H. S., ar Vurgonded, degouezet e Galia d’ober enni o chomadur, a venn kemerout digant broïz an drederenn eus an tïez hag an hanter eus an douarou, struj pe zistruj, koadeier ha liorzou. E 476, ar soudarded german e servij impalaer roman Ravenna a c’houlenn taer an drederenn eus douarou an Itali. Pa nac’h an impalaer rei d’ezo o mennad, e tiskaront anezañ diwar e dron, hag anvet ganto war e lerc’h unan en o zouez ec’h aloubont Italia.