Azia-Vihana en eur breizata ar maeziou hag o venel grounnet en-dro da bep kêr vogeriet ken n’he dije graet he menoz da brena diganto o c’himiad [1].
Drasta a reont evelse e-pad meur a vloavez an tu diouz ar c’hornog hag ar greizenn eus an Azi-Vihana. Da virout ouz pep dael ha da bellaat pep digarez da dabutal pa vijent o tastum an truaj, an teir armead a oa bet rannet ar vro ganto e teir c’hevrenn, bet lodennet dre gaer etrezo : an Drokmed o devoe arvor an hanternoz, an Dolistoboged arvor ar c’huz-heol, an Dektosaged argoad ar vro.
E 241 e voe trec’het ar Gelted gant Attalos, roue Pergam. C’hoant ganto holl d’en em zizober diouto, poblou an Azi en em glev neuze evit daskori d’ezo ar vro uhel ha meneziek a zo anezi keinenn Azia-Vihana. Roueed Siria, war a hañval, a ra a-du evit diazeza ar C’halated er vro-se, a zo evel mell-kein al ledenez, gant ar sell end-eeun d’o lakaat, dre eun taol gwidre-renerez, da spia o c’hevezerien, roueed ar Gappadokia, ar Pont, ar Vithunia ha Pergam.
E 220, eur boblad Kelted, hep mar nevez deut eus Europa en Azia, ar Rigosaged, a ra evel skoazellerien en armead Antiokhos III Veur, roue Bro-Siria. Skoazell a rôont da Antiokhos da drec’hi war ar « Meded » en eun emgann ouz ar re-mañ en tu-hont da stêr « Tigr ».
E 218 eur bagad Kelted, an Agosaged o ano, a zo degaset eus Europa en Azia-Vihana gant roue Pergam e brezel ouz eur c’hevezer d’ezañ. Ar roue a ro d’ezo douarou war an arvor en hanternoz da Bergam.
Bagadou all c’hoaz a zeuas, evit doare, eus Europa da greñvaat Kelted Azia-Vihana. Dre an donedigez anezo hepken e c’heller disklêria penaos e kreskas ker buan-all poblañs ar C’halated. Eus 10.000 pa zegouezjont en Azi e 278, e savent dreist da gant mil e 189.
An darempredou etre Kelted ha Nann-Kelted. — Dre daolenni an disklêriaduriou a gavomp er pennad uheloc’h e kouezomp d’ar rolladur-mañ :
1 ° Argadennou e sell hepken da laerez ha da ribla : p’en
- ↑ Kêriou pinvidik ar C’hresianed war arvor Azia a oa en-dro d’ezo mogeriou teo hag uhel ha n’o doa ket ar Gelted an ijinou-brezel a vije bet ret da gemerout kêriou kerkoulz mogeriet. Hag, a-hend-all, n’oant ket douget d’ar sezizerez.