Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/406

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
406
notennou diwar-benn ar gelted koz

Mithridates en Herakleia. E 63, e varv Mithridates, lazet gant Bituitos, rener e warded keltiat.

E 61, en Istropolis, armead ar prokonsul C. Antonius Hybrida a zo kannet ha dismantret gant ar Vastarned deuet war galv kêriou gresian an arvor moesiat, n’oant ket evit gouzañv pelloc’h ar mac’homerez anezañ. Da heul an drouziwez-se, e voe diframmet evit eur pennad-amzer digant ar Romaned ar Moesia-Izela, etre menez Haimos, stêriou Oeskos (Isker) ha Danuvios.

E 44 kent H. S„ ar Vastarned a ren argadennou betek war harzou Makedonia, e-lec’h e faezont, er bloaz 30, an Danthaleted hag o roue.

E 29 kent H. S, ar prokonsul M. Licinius Crassus a gann ar Vastarned e-kichen stêr Kebros (Cibrica), er reter da Vononia (Widin). Laza a ra gant e zourn e-unan o roue Deldo.

Er bloaz 14, e c’houlenn ar Vastarned ar peoc’h digant ar Romaned.

Ar peoc’h-se ne zegasas ket d’e heul dismantr an trevadennou o doa savet e ledenez ar Balkaniou. E dibenn ar c’henta kantved kent H. S, hervez Strabon, e kaved diouz tu ar c’hreisteiz d’an Danuvios meuriadou Bastarned deuet da chom e-mesk an Dhraked. Hag eun nebeut kantvedou war-lerc’h, an impalaered Probus ha Diokletianus a c’halvas da chom e Thrakia Bastarned all. Diouz ar re-se e voe graet Basternai eus eul lec’h-annez e-kichen Beroia.


3° Azi-Vihana. — E 280 kent H. S, da heul dirollerez-soudarded, 20.000 brezelour, dindan urz Leonorios ha Loutarios, en em zisrann diouz Brennos hag a ya e Thrakia, oc’h emganna pa stourmed outo hag o sevel gwiriou pa voe goulennet ar peoc’h diganto. O veza klevet ano eus frouezusted ha pinvidigez an Azi, e kemer darn anezo listri da dreiza ar striz-mor (278). Ar re all a dreuz ivez d’o heul war listri pourchaset d’ezo gant eur roue eus Azia-Vihana e brezel ouz e amezeien.

10.000 brezelour n’oa mui ken anezo, oc’h ober teir armead : Trokmed, Tolistoboged ha Tektosaged. War-du Troia e kemeront penn o hent, dre ma kredent e c’hellje ar gêr vrudet-se talvout d’ezo da gastell kreñv. Hogen, pa welont e oa bet divogeriet, e pellaont diouti raktal. Staga a reont neuze da gerzout hed-ha-hed gant arvor pinvidik