Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/405

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
405
ar vro, ar poblou hag ar giziou

ar vad graet d’ezañ gant e unvanidi geltiat ; lorc’h a zo ennañ, emezañ, « o c’hallout kas ouz Roma tud n’eo deut Roma a-benn d’o lakaat da espern he buhez nemet war bouez aour ». Pa reas Mithridates lakaat d’ar maro kement Roman hag Italian a oa o chom en Azia-Vihana e kemeras perz ar Gelted el lazadeg vras-se. Eur marc’heg bastarn, d’ezañ pemp ilinad hirder [1] eo a stlejas ar renour Aquilius chadennet kent ma voe bourreviet [2].

E 85-4, ar Skordisked, o kemerout o zro eus ma oa aet kuit ar Romaned, a ya d’an armou. A-gevret gant an Dardaned ec’h argadont ar C’hres, hag e lakont en arigrap ar santualou meur anezi, Delphi ha Dodona. E 77-76, emañ argadet Makedonia gant ar Skordisked hag an Dardaned unanet.

E 77, e teu ar Goralled hag ar Vastarned d’en em engouestla en arme vras emañ Mithridates o sevel ouz ar Romaned. E 74, e kemer perz ar Vastarned e seziz Khalkedonia ; tri c’hant anezo a gav o maro en eur stourmad ouz kêr. Eur penvrezelour keltiat, Konnakorix e ano, a ra evit

  1. War-dro 2 metrad 20 santimetrad. Ar c’horfou aet en eskern kavet e beredou keltiek oadveziou an armou houarn a zo diwar tud hirvent peurliesa : eus 1 m. 70 da 1 m. 77. Relegou diwar tud brasoc’h a gaver a-wechou. Eur bez keltiek eus departamant ar Marn en dije daskoret eur relegenn d’ezi 2 vetrad hed. Teoder ha kaleter an holl eskern-se, ha, dreist-holl, enlouc’hadou doun ar pennou kigennou outo, zoken ouz eskern ar c’hlopenn hag an diougarvan, a laka anat e oa bet gant o ferc’henned eur c’hrenvder dispar.
  2. E Pergam, e voe diskarget d’ezañ aour teuzet en e c’henou. A-zivout ar Romaned en Azia-Vihana, ar pep kelennusa a zo e levr Hatzfeld, Les trafiquants italiens dans l’Orient hellénique, 1919, hag e levr Holleaux, Rome, la Grèce et les monarchies hellénistiques au IIIe siècle avant J.-C., 1924. Teskaouadennou talvoudus da ober ouspenn el levriou-man : Tenney Frank, Roman Imperialism, New-York, 1914 : eil mouladur, 1921 ; An Economic History of Rome to the end of the Republic, Baltimore 1920 ; eil mouladur kresket ha gwellaet, 1927 ; An Economic Survey of Ancient Rome, peder levrenn, 1933 - 1938 ; Charlesworth, Trade - Routes and Commerce of the Roman Empire, Cambridge, 1924 ; Rostovtzev, The Social and Economic History of the Roman Empire, Oxford, 1926. A-zivout an arc’hantourien hag ar c’hevredadou publikaned, lenn al levriou meneget gant A. Piganiol, La Conquête romaine, trede mouladur kresket ha gwellaet, 1940, p. 291, notenn. — Diwar-benn Mithridates, Th. Reinac’h, Mithridate VI Eupatôr, 1890 ; L’histoire par les monnaies, 1902 ; F. Winter, Mithridate VI Eupatôr, war Jahrbuch des archaeologischen Instituts, 1894 (meret ennan ar skeudennadurez).