Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/404

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
404
notennou diwar-benn ar gelted koz

Veur, hag e dad, dre gas kaout ar Gelted da gevredidi ouz an Dhraked, an Dardaned hag ar Romaned. E sell da rei d’ar c’hevrennadou eus o rouantelez a oa bet didudet gant ar brezel eur boblañs kreñv ha brezelgar, e c’halvjont daveto ar Gelted. Er bloaz 167 kent H. S. ar c’hevrennou eus Makedonia diouz ar c’hornog da stêr Axios a oa enno e leiz a enbroïdi keltiat pe illiriat « anezo-holl labourerien-douar strivant », eme Ditus-Livius.

Er bloaz 182, Philippos, roue Makedonia, o tanzen ober brezel d’ar Romaned, a reas e venoz d’ober diouenna an Dardaned, poblad illiriat, gant ar Vastarned. Diou wech, war e veno, en emgavje gwell a se : — 1° dre ma kasje da get krisa enebourien Vakedonia ; — 2° dre ma c’hellje alia ar Vastarned da lezel o gwragez hag o bugale en Dardania evit mont da wasta Italia. Gant-se, e stag ar roue d’en em guzulia gant ar Vastarned ; hoala a ra gant donezonou pennou an Dhraked, d’ezo da rei tremen ha da bourchas bitailh d’ar Gelted. E c’her a roue a ro d’ezo na raio ar Vastarned droug ebet en o bro. 30.000 brezelour, renet gant Klondikos, a dreuz an Danuvios, ganto o gwragez hag o bugale. En em leda a reont war an Dardania, oc’h entana ha laza dre ma ’z eont. Ouz o heul e tired bandennadou Skordisked ha Thraked didennet gant ar c’hoant-preizata.

Roue Makedonia o veza deut da vervel (179), ne zalc’has ket e warlerc’hiad d’ar ger en doa rôet d’ar Vastarned. Ar re-mañ neuze a zilezas an Dardania. Nemet n’ankouajont ket ar vro en tu-hont d’an Danuvios. E-doug an IIet kantved e lamont digant an Dhraked hiniennou eus brasa enezennou an Danuvios-izela hag e reont argadennou stank war c’hlann zehou ar stêr-se. En amzer-se eo, marteze, e voe savet ganto e genou an Danuvios ar c’hastell anvet Bastarnai hag o c’hreñvlec’h graet Genoukla anezañ.

E 117, 113, 112, 109, ar Skordisked e brezel ouz ar Romaned a sach a-gevret ganto er stourmad rummadou henvroiz, Bessed, Maided ha Triballed. E 113, e teuas ar penvrezelour roman Drusus a-benn da argas, evit eur pennadig-amzer, ar Vastarned en hanternoz d’an Danuvios. E 88, Mithridates, roue ar Pont, oc’h aoza brezel ouz ar Romaned, a sav kevredigez gant ar Gelted, ken re an Azi-Vihana, ken re ar Balkaniou hag an Danuvios. A-vagadou e teu Galated, Bastarned, Koralled, Kostoboked, Skordisked d’en em unani gant e armead. Ar roue, e kement prezegenn a rae, a ganmeule