Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/403

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
403
ar vro, ar poblou hag ar giziou

kia. War-dro ar bloaz 114 e tizarbennont ar Gimbred. E-tro ar bloaz 100 e oa anezo c’hoaz eur boblad c’halloudek ha doujet. Kevrennet e oant gant stêr « Margos » (Morava) e diou boblad ; diouz tu ar c’hornog ar Skordisked vras, diouz tu ar reter ar Skordisked vihan. Heorta, Kapedunon, Singidunon (Beograd) ha Bononia (Widin) e oa penna kêriou anezo.

War-dro 210 en em ziskouez ar Vastarned war glann ar mor Du, en hanternoz d’an Turas (Dniester). Enskrivadur Olbia a daolenn d’eomp tec’hadeg ar pobladou a Skuthed ha Sarmated o chom etre an Turas hag an Hupanis (Boug) rak ar Gelted-se diskennet eus menez Karpis [1]. Eus an aradennad veneziou-se end-eeun e tiskenn, pemp ha tregont vloaz diwezatoc’h, e 175, eur rummad all, hini ar Gostoboked (Kostoboki). Kempred gant an divrôadennou-se, marteze, emañ diazezadenn ar Vritolaged (Britolagoi) er gompezenn war he led etre genaouiou an Danuvios ha red stêr Hierasos (Sereth) [2]. Er c’hreisteiz d’ar Vritolaged, etre menez Haimos hag ar mor Du edo Kelted all, ar Goralled (Koralli) o ano, a zo skeudennet d’eomp gant Ovidus evel tud bleo rnelen (flavos) ha gwisket gant krec’hin (pellitos) [3].

Evit pez a sell ouz ar vro en tu hanternoz d’an Danuvios, ez eo leuniet an eil kantved kent H. S. gant trouz ar brezeliou renet gant ar Vastarned ouz ar Skuthed, ar Sarmated, ar Yazuged, ar C’heted hag an Daked.

E-doug an eil hanterenn eus an IIIet kantved, o doa roueed ar Vakedonia adstaget gant politikerez Alexandros-

  1. E bro menez Karpis, ar Vastarned n’oant nemet trec’hourien deut a-ziavaez, moarvat eus an hanternoz. A. J. Reinach a ra Belged eus ar Vastarned hag ar Gostoboked (Delphes et les Bastarnes, Bulletin de Correspondance hellénique, 1910). Ar vro treuzet gant steudad ar C’harpis a oa rannet etre meur a boblad : Neuri, Agathursoi, Osi, Karpi, Anarti. An Agathursed a oa Thraked anezo, war a heñvel, hag an Osed a gomze an hevelep yez gant Pannoniz, da lavarout eo an illirieg. Mestroniez ar Vastarned war ar meneziou-se a voe abeg m’o anvas ar Romaned Alpes Bastarnicae. Er c’henta kantved goude H. S. e lavar Plinius edo e dalc’h ar Vastarned kein meneziek an Alpes Bastarnicae adal mel enez Peuke, en Danuvios-izela, betek stêr Maros (March) er c’hornog.
  2. Teurel a reer warno savidigez an daou greñvlec’h keltiat nesa d’ar mor Du : Noviodunon (bremañ Isaktcha, Dobroudja) hag Aliobriga (er vro anvet bremañ Bessarabia).
  3. Rev. Celtique, 1899, p. 127.