Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/402

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
402
notennou diwar-benn ar gelted koz

Alpou », gouez da Bolubios. E 222 an Insubred a ra eur c’halvadenn c’hoaz d’ar Gelted diouz tu an hanternoz d’an Alpou ; dont a ra 30.000 anezo renet gant Virdumaros.

En IIet kantved, e oa e dalc’h ar Romaned holl Italia an Hanternoz betek an Alpou. Ar Gelted, diwar neuze, a ya dre an « enbrôa » ; e lec’h ober dre vrezel a reont dre beoc’h. E 186, 12.000 Kelt, argaset diouz an Norikon gant an diouer a zouarou hag ar gernez, a dremen er Venetia. Hag int armet mat, ne zirollont tamm ebet da zrasta na da waska. Kavet ganto eur c’horn-douar dibobl, e chomont a-sav ennañ hag e stagont da sevel eur gêr. D’ar gannadourien roman e tisklêriont n’o deus ken c’hoant na mennad nemet da c’hounit douar ar c’horn-se diberc’henn hag ec’h anavezint laouen aotrouniez ar Romaned. E 179, eur vandennad nevez, enni 3.000 a dud a dreuz an Alpou, renet gant ar venezidi, hag a ziskenn en Italia ; ne reont taol-brezel ebet hag e c’houlennont douarou, d’ezo da veva enno e sujedigez ar bobl roman.


2° Ledenez ar Balkaniou. — E 298, en em ziskouez ar Gelted war venez Haimos (ar Balkan). E 281, dindan renadur Kambaules, e wastont harzou Thrakia. E 280, eun armead kenta a Gelted, gourc’hemennet gant Brennos hag Akic’horios, a argad ar Beonia ; eun eil armead renet gant Kerethrios a zrast an Dhrakia ; eun drede armead bleniet gant Belgios a argad Makedonia. E 279, an teir armead, kevredet dindan renadur Brennos, a zic’hlann er C’hres ; gwasta a reont ar maeziou anezi hep klask avat lakaat seziz war ar c’hêriou mogeriet. Peurzrastet ar C’hres ganti, armead vras Brennos en em rann e meur a vandenn. Unan anezo, renet gant Komontorios, a chom a-sav en Thrakia hag eno, kemeret ganti kêr Dula, e ra anezi he c’hreñvlec’h. Eur vandennad all, hini ar Skordisked, dindan renadur Bathanatos, a ziazez e kember an Danuvios hag ar Savos hag a astenn he beli war darn eus enezennou bras an Danuvios.

E 277, eun armead Kelted a wast a-nevez Thrakia hag a beurred Makedonia. E-kerz dibenn an IIIet kantved e vrasa ar Skordisked o domani gant brezeliou dibaouez. Peurzalc’het e voe ganto neuze ar pep brasa eus enezennou an Danuvios, sujet hiniennou eus ar poblou illiriat hag astennet o rouantelez betek meneziou Dardania, Pannonia ha Thra-