Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/401

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
401
ar vro, ar poblou hag ar giziou

bet fiziet enno gant ar sened hag ar bobl roman. Ar Gelted a zistro « hag int o klevout evit ar wech kenta ano eus ar Romaned, e reont tud kadarn ganto, o veza ma ’z int bet galvet d’o skoazell gant an Etrusked. P’o deus ar Romaned kavet gwell ar c’hannaderez eget an armou evit difenn o c’hevredidi ouz ar Gelted, ne vo ket dizarbennet ar peoc’h a zeuont da ginnig, gant rôet e vefe d’ar Gelted, n’o deus ket douarou a-walc’h, eun darn eus o bro gant an Etrusked a zo ganto douarou en tu-hont d’ar pez a hellont da c’hounit. Anez-se ne vo ket aotreet ar peoc’h. Dirak ar Romaned e fell d’ezo kaout respont ha, mar n’o defe ket o goulenn, dirak ar Romaned end-eeun en em gannint, ma c’hello ar re-mañ embann en o bro pegen trec’h eo ar Gelted d’an dud all evit ar gadarnded ». Ar gannadourien roman o c’houlenn neuze diwar be wir e teuent da vac’homi douar eur bobl all, petra o doa d’ober, int-i Kelted, en Etruria, e trouc’hont, rok anezo, « e tougont o gwir en o armou hag e vez pep tra perc’hentiez ar re gadarn » [1].

E-doug ar bloaveziou 367, 366, 360, 358, 350 ha 349, brezelourien geltiat a-vandennou a beurred hag a wast maeziou pinvidik kreizenn ha kreisteiz Italia. E 279, eur bagad bras a Gelted treuzalpat a ziskenn en Italia o terc’hel taer ma vije rôet douarou d’ezo ; Kelted Italia en em unan ganto ; dont a reont holl a-gevret en Etruria hag e c’houlennont digant an Etrusked, a oa, d’ar mare, e brezel ouz ar Romaned, eun darn eus o bro. « Bez’ e voe diwar-benn-se », eme Ditus-Livius, « kuzuliadegou e-leiz e-touez an Etrusked ; hogen n’helljont koueza da ratoz unvan ebet, nebeutoc’h en abeg d’an dilezadenn a rankjed ober eus eun dachennad-douar bennak eget dre an erez en devoa pep-unan rak degemerout en e amezegiez an dud-se ken taer » [2].

E 238, ouz galv daou roue ar Voged, Ates ha Galatos, e tired eun armead Kelted eus an tu-hont d’an Alpou da stourm ouz ar Romaned. E 225, war c’houlenn ar Voged, daou roue treuzalpat a zegas en Itali eun armead all « ar vrava hag ar spontusa a gement he dije c’hoaz treuzet an

  1. Adrôet hon eus amañ en e bez ar pennad diouz Titus-Livius gant pouezus-tre ez eo.
  2. Spered taer ha brezelgar ar Gelted a rae anezo amezeien diaes. War a zegas d’eomp Titus-Livius, kêriz Patavium (Padou), eur gêr illiriat, a veze ret d’ezo beza dalc’hmat en armou ha war evez en abeg da amezegiez Kenomaned,