Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
notennou diwar-benn ar gelted koz

kavjont ar pont torret hag an holl roudouriou pe dremenlec’hiou war ar Rotanos dalc’het kreñv, neket gant an Allobroged, gant soudarded Kaesar an hini e oa. Koueza a rankjont da gemerout eun hent all a zegoueze gant ar Saukona a-dreuz da vro ar Seguaned. Ken enk e oa an hent-se ma n’helle rei digor, war eun dro, nemet d’eur c’harr hepken, ha ken torgennek na zeuje e nep doare e spered an divrôerien heulia anezañ a-enep d’ar vroïdi. A-drugarez d’eur penrener an Aedued, Dumnorix, a zeuas da hanterour, e trec’hjont da gaout digant ar Sequaned an aotre da dremen. Diouz an eil tu hag egile e voe rôet gouestlou, ar Sequaned oc’h emouestla da chom hep hega an Helveted, ar re-mañ o toui en em virout diouz pep dizurz pe wallerez.


Alouberez ar Gelted ; dre be hentou disheñvel e voe kaset da benn ganto. — Mat a-walc’h emañ diskleriet d’eomp e skridou an Hen-amzer an doare rn’en em ziazezas ar Gelted en Itali, e ledenez ar Balkaniou hag en Azi-Vihana.


1 ° Itali. — Kaset e voe da benn aloubidigez an Itali diwar ar bloaz 400 (pe dost) d’ar bloaz 391, gant peder armead. Ar genta, renet gant Belovêsos, oc’h ober hent dre goadou hag odeou an « Alpis Julia », a zispenn an Etrusked war ribl stêr Ticinus hag a ziazez en hanternoz da stêr Bodinkos (Pô), er rannvro anvet « maeziou an Insubred » ; kêr « Mediolanon » a savont el lec’h-se. Dambrest goude, eun eil armead, hini ar Genomaned, renet gant Elitovios, goude treuzi an Alpou dre an hevelep hent ha Belovêsos, a zeu da chom diouz an tu reter d’an Insubred. An drede armead, ouz hec’h ober ar Voged hag al Lingoned, a ziskenn dre ode menez Penninos, a dreuz ar Bodinkos hag a skrab, diouz tu ar c’hreisteiz d’ar stêr-se, douarou dalc’het d’ar mare gant an Ombrianed hag an Etrusked. D’an diweza-holl, e teu ar Senoned. Pa gavont an holl zouarou mat piaouet a-benn neuze, e rankont en em zic’hoanta gant ar c’horn-bro meneziek a-hed ar mor Adriatik, etre stêriou Utens hag Aesis. Gwall-enk e voe ganto al lec’h-se hep dale pell.

E 391, 30.000 a Gelted, Senoned anezo evit an darnvuia, a dreuz menez Apennin hag a argad an Etruria. An Etrusked a c’halv d’o skoazell ar Romaned a zileur kannaded. Degemeret e kuzuliadeg ar Gelted, ar re-mañ a zispleg ar gefridi