Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/399

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
399
ar vro, ar poblou hag ar giziou

douar-se d’o zemz-spered brezeliat, d’o foblañs niverek, d’an taoliou-kaer kaset da benn gant o armou, d’o fiziañs en o c’hadarnded. War ali Orgetorix, ar pinvidika hag an uhela anezo, e rejont o menoz da zivrôa ha da vont d’ober o rann a zouarou en em gave diberc’henn tost d’ar mor Bras, war harzou ar Santoned. Da genta, e tanzeont pep tra evit ar c’himiad. Kirri ha sterniou a zastumont dre viliadou ; hada a reont an holl zouarou da gaout bevañs e-doug o ergerz ha, pa gav d’ezo e vo trawalc’h gant daou vloaz da beuraoza pep tra, e tougont eul lezenn da zeiziada an disparti a-benn nevez-amzer an trede bloavez. Dilennet e oa bet Orgetorix da ren ar gefridi-se, dre nevezi gant ar brôadou tro-dro ar feuriou a beoc’h hag a gevredad ha da zivizout an tremen frank a-dreuz Galia.

Pa gredas an Helveted e oant en em lakaet barrek-mat, e krogont an tan war o daouzek kêr greñv, o fevar c’hant a vourc’hiou hag an holl diez a-stlabez er vro. War c’hourc’hemenn ar renerien e kemeras pep penn-tiegez war e girri tri miziad bevañs. Losket e voe an ed n’oant ket evit kas ganto, evit ma vijent, gant dic’hallus m’edo lakaet an distro, heroc’h a se ha startoc’h en o menoz. Peder foblad nesa d’ezo, ar Voged, al Latoviked, an Dulinged hag ar Rauraked, o doa graet o dezo d’en em unani gant an Helveted, ma save ac’hano niver an divrôerien da 368.000 a dud, da c’houzout :

Helveted (4 meuriad)
Boged
Latoviked [1]
Tulinged
Rauraked

263.000
 32.000
 14.000
 36.000
 23.600

Ar gadourien a save an niver anezo-holl da 92.000.

En em zastum a reas an divrôerien, an 28 a veurz eus ar bloaz 59, e korn ar c’huz-heol da lenn Lemanos. El lec’h-se e oa a-dreuz da stêr Rotanos eur pont prenn. War ar ribl all e save Genava, eur vourc’h e dalc’h an Allobroged. E-sell edo an Helveted da gaout digant ar re-mañ, a oa nevez-sujet d’ar Romaned, ar frankiz da dremen, pe anez, diouz red, her c’hemerjent diganto dre nerz. Gwaz a se d’ezo, e

  1. Al Latoviked hag ar Voged a oa bet argaset eus ar Banonnia gant an Daked.