Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398
notennou diwar-benn ar gelted koz

kement tra prizius diwar zourn hag ijin mab-den, eun engroez poblou a labourje evit o mistri, eur wech trec’het ha sujet, a baeje an truach, a bourchasje dilhad, ed, chatal, kezeg, mevelien ha sklaved. An ezomm o doa da berc’henna ha da vestronia hag o c’hoantegez d’ar preizerez ha d’ar brud a voe d’ar Gelted, d’en em unani kenetrezo broudou lemm a vankas d’ezo diwezatoc’h, pa rankjont, eur wech pourvezet mat a bep tra, difenn ar pez o doa aloubet.


Petra a reas d’ar Gelted divrôa. — Aloubidigez Europa gant ar Gelted n’eo bet kaset da benn nag en eur c’hantved na gant eur boblad hepken. Merket e voe gant skrivagnerien an Hen-amzer meur a benn-abeg d’an divrôadennou anezo :

1° Dic’hlannou ar mor ; 2° kreniou-douar ; 3° eur c’hresk re vuan war ar boblañs, o tont d’e heul dienez an douarou-gounid ha kernez ; 4° dizunvaniezou ha brezeliou a-ziabarz ; 5° brezeliou a-ziavaez ; 6° ar c’hoant d’ar preizerez.


Divrôadennou ha divrôerien. —- Tri doare divrôadennou a c’heller digemma e-touez ar Gelted koz :

1° Divrôadenn eur boblad a-bez, brezelourien, kozidi, merc’hed, sklaved, chatal ha kirri. En doare-se e tivrôadennas ar Velged e derou an IIIet kantved kent H. S., hag an Helveted e 59 kent H. S. ;

2° Divrôadenn eun darn hepken eus eur boblad : er IIIet kantved kent H. S., er C’hermania, en em rannas ar bobl Volka ; eun darn anezo a dreizas ar Rênos hag a ziazezas e kreisteiz Galia ; an darn all a chomas er C’hermania.

3° An divrôerien a oa anezo tud deut a veur a lec’h. Krouet e voe, en Azia-Vihana, brôad an Dektosaged gant eun teskad tud eus ar boblad-se, ret d’ezo divrôa war-lerc’h dizunvaniezou-diabarz, hag e teuas d’en em voda en-dro d’ezo eun engroez tud eus brôadeleziou all. Er Spagn, kêr greñv Komplega a voe savet en eur gouelec’h gant tec’hidi ha kantreerien a bep gouenn ha didra.

Kaesar, en e « Commentarii », a zispleg piz ha kentelius d’imp e pe zoare e prientas an Helveted o divrôadeg eus ar bloaz 59. Strisaet e oa a bep tu an douarou a zalc’hent er bloaz 62 gant an Alpou, menez Iouris, lenn Lemanos, stêriou Rotanos ha Rênos. N’oant nag evit en em astenn da bell nag evit kas aes ar brezel er broiou nesa. Re vihan e oa an