Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/397

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
397
ar vro, ar poblou hag ar giziou

lezel da veza gwallet gant ar soudarded roman, gwragez ha merc’hed ar Gimbred en em laz kenetrezo a daoliou kleze, en em daol dindan rodou ar c’hirri, en em groug ouz skourrou ar gwez hag ouz kerniel an ejened a vroudont d’o feulza.


Perak e voe trec’h ar Gelted. — Aesaet eo bet, moarvat, trec’hadenn ar Gelted, evel hini ar Romaned diwezatoc’h, gant an dizunaniez hag an dirollerez a rene e-touez o enebourien. Ibered, Ligured, Germaned, Illirianed, Thraked, holl e oant rannet en eur maread poblou kevre ebet ganto peurvuia, a vage kasoni an eil ouz eben hag en em wanae kenetrezo dre vrezeliou dibaouez ma koueze enno ar pep gwella ous o yaouankizou. Ar garantez-vro pe ar garantez-ouenn n’oa ket anezo, kouls lavarout. Gwasoc’h en em ereze poblou ar C’hermaned, er c’henta kantved goude H. S., eget na gasaent ar Romaned ; en em ouestlaoui a reas eun hanter anezo d’an impalaered roman hag, e-doug meur a gantved, e vrezeljont ouz an eil hanterenn. En em ziouenna a rae an eil eben diou boblad eus an Dhraked, p’edo unan keneilez, an eil enebourez d’ar Romaned. Dic’halloud e oa ar garantez-poblad ouz mennadou ha youlou diouto o-unan pep den pe diegez. E kement poblad c’hermanek, er c’henta kantved goude H. S., e veze an dud rannet e daou du, an eil evit ar Romaned, egile a-enep ; gwasa enebour Arminios, penn-brezel meur ar C’hermaned en em savet ouz Roma, e voe e dad-kaer e-unan, ar roue Segestos. Bresk e oa dre-holl beli ar renerien, rouanez, reizaouerien, pennou-brezel. « Ne sent an Dhraked ouz o rouanez », eme Dacitus, « nemet kement ha m’her c’havont mat. » E-touez ar C’hermaned, Arminios, tamallet d’ezañ c’hoantaat ar gurunenn, a zo kaset d’ar maro gant uhelidi e bobl end-eeun.

Ar Gelted, dre m’oa reizet ar gevredigez anezo en hevelep doare gant an holl boblou-se, a oa ivez, en o c’hreiz, hadenn an hevelep siou. Nemet lusket e oant d’ar mare m’en em skignjont en Europ, gant ret-kaer e oa d’ezo kaout douarou nevez d’o foblañs atao war gresk. Ne vane ken en o bro nemet koadou da zifraosta ha geuniou da zisec’ha, eul labour hennez hag a oa hir, tenn ha dienor. En-dro d’ezo, en enep, en tu-hont d’o harzou, e kinnige ar bed digor d’o yaouankizou paour ha brezeliat, d’o rouanez c’hoantek a vrud, peurvaniou, parkadou ed, mengleuziou, stêriou ha lennou peskedus, eun niver a vourc’hiou, a gêriou berniet enno