Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
396
notennou diwar-benn ar gelted koz

an holl boblou-se : armeadou a renkas koaza, tremen a reas remziadou pengadourien a-benn ma voe kaset al labour da vad.

A-unvan e oa holl hen-boblou Europa evit ober fae gant o buhez ha kasaat ar sklavelez. Da suja Ligured ar meneziou e rankas ar Romaned diouenna meuriadou a-bez ha diframma meuriadou all diouz o douar genidik d’o skigna da bell e-touez meuriadou estren. Ar Staened, eur bobl liguriat a voe gwell ganto en em zistruja o-unan eget en em zaskori : kement a oa bet erbedet gant kleze ar Romaned en em rôas d’ar maro. « N’en em gavas hini », eme eun danevellour roman, « e-touez ar re yaouanka zoken, hag e vije karantez ar vuhez kreñv a-walc’h d’ober d’ezañ gouzañv ar sklavelez. »

Al Luzitaned, gwerzet da sklaved, a doulle en dounvor, d’o goueledi, strad al listri m’edont warno ; kontella a raent o mistri pe, o nac’h dibri boued, en em lezent da vervel gant an naon. Ar Gantabred, paket da brizonidi, en em strinke anezo o-unan war o fenn e-kreiz tantadou kamp ar Romaned ; eur c’hrennardig gant eun tamm houarn a drouc’has o gouzoug d’e dad ha d’e vreudeur a oa bet karget a chadennou gant ar Romaned ; eur vaouez a reas an hevelep tra d’he c’henbrizonidi. Kantabred all, bourreviet, staget e kroaz, a groge da gana o c’hanaouenn-emgann hag a daee o enebourien. Ibered kêr Astapa a oa bet lazet holl en eun emgann ; an hanter-kant den yaouank, lezet ganto da ziwall o ziegeziou, a skôas d’ar maro ar merc’hed hag ar vugale ; goude-se, e lakjont an tan en eun tantad prientet en a-raok hag en em strinkjont armet-holl e-kreiz ar flammou.

Par d’ar baotred evit ar gadarnded e oa ar merc’hed e-touez Barbared Europa [1]. C’hoant-kalon ha mennad-dreist n’o doa ken gwragez an Dhraked nemet kinnig o buhez war gorf maro o ezec’h ha beza sebeliet en hevelep bez ganto. Gwragez an Ambroned, eur bobl c’hermanek, o welout o c’hadourien lazet pe zindan o zec’h, a gemer da armou bouc’hili ha klezeier ; skoaziet gant o chas, ec’h adskoulmont ouz ar Romaned eun tenn a emgann. Kentoc’h eget en em

  1. Ar ger « barbar » a rae gantañ ker stank ar C’hresianed hag ar Romaned a dalveze kement hag « estren, den n’eo na Gresian na Roman ». Eur gwall-fazi e vije trei anezañ gant « gouez ». An ano a Varbared a zo bet graet gant ar C’hresianed hag ar Romaned eus, poblou seven-tre, evel Ejiptiz, Kaldeïz, Persiz.