Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/395

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
395
ar vro, ar poblou hag ar giziou

Vodanas [1], doue ar ouiziegez ; Tanaros, Thunras [2], doue ar gurun.


8° Ar poblou rak-keltiek eus Breiz-Veur, Iwerzon ha gwalarn Galia. — Er c’henta kantved kent H. S. hepken e stag sklerijenn an Istor da bara war ar broiou-se. Bez’ e oa neuze, da vihana, seiz pe eiz kantved ma ’z oant bet sujet gant ar Gelted. N’ankounac’haed ket, koulskoude, e tiskenne eus an henvroïdi darn eus poblañs Galia hag enez-Vreiz. Meuriadou gwalarn Galia a oa anezo, evit doare, mesaerien ha labourerien-douar en argoad hag en arvor, pesketaerien ha morlaeron, heñvel a-walc’h o buhezegez ouz hini al Ligured eus gevred-izel Galia. Disevenoc’h e vije bet Rak-Kelted Breiz-Veur hag Iwerzon : an darnvuia anezo n’ouvezent ket ober keuz ; hiniennou a veve dindan dinellou hag a valee en noaz-dibourc’h pe peuz-noaz. War ar meuriadou rak-keltiat-se eus an enezennou pe, da vihana, war hiniennou anezo e tleer lakaat diou voaz erezus meneget gant skrivagnerien an Hen-amzer : 1° an debri-tud ; 2° an eureudi ar merc’hed gant meur a ezec’h war eun dro.

D’ar ouenn rak-keltiek e tenne en o fez, moarvat, ar poblou-mañ eus enez-Vreiz : ar Silured, ar Goritaned (Koritani), broiz enezennou Ebudou ha meneziou an Hanternoz (Kreoned, Keroned, Karnonaked ha Karined), an Novanted hag ar Selgoved. An daou veuriad diweza-mañ eo, a greder, a veze graet anezo gant ar Vrezoned Atekotted (Atekotti) « ar re goz-meurbet », da lavarout eo, moarvat, « broiz koz ».


Kadarnded ar poblou-nann-keltiek. — Skrivagner ebet eus an Hen-amzer n’en deus danevellet d’eomp an emgannou a reas ar Gelted ouz ar poblou emaomp o paouez menegi. Nemet e c’houzomp o deus an Ibered, al Ligured, an Illirianed hag an Dhraked pourchaset dre gant ha kant da Garthadiz ha d’ar C’hresianed soudarded nerzek, kalonek ha fero. Gouzout a reomp ivez pegen hir, marvus ha diaes e voe ar brezeliou a rankas ar Romaned embreger da stoui dindan o yeo

  1. Vodanas a zalc’h Iec’h eur furm rak-germanek Vatanos diwar an hevelep gwrizienn indezeuropek hag ar c’heltieg Vatis « hudour, barzoniezour » ; Vodanas a zo aet da Wuotan, Odin, e nevez-c’hermaneg (alamaneg ha skandinaveg).
  2. Deut da Donnar, Thor e nevez-c’hermaneg (alamaneg ha skandinaveg).