Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/394

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
notennou diwar-benn ar gelted koz

gemeras o lec’h a-nebeudou. Dont a reas da voaz ober anezo « Germaned », diouz ar vro a oa bet aloubet ganto.

Ar C’hermaned nann-keltiek ne verzer skleur diouto nemet diwezat-tre en istor an Europ. Betek en-dro d’ar IVet kantved kent H. S., e vanas, moarvat, ar meuriadou anezo o chom er c’hreisteiz d’ar Baltik, etre ar stêriou Albis ha Vistula, dindan gazelgae, darn anezo gant ar Gelted, darn-all gant ar Skuthed. Evelse o yez, komzet ma ’z edo gant eur werin dizesk, a yeas da drefoedach hag e voe enni abred-kaer distresadennou na gaver er c’heltieg nemet pell goude. Ar C’hermaned, a bouezas doun warno levezon sevenadur an Ten. Er beredou eus ar c’hantved kenta kent H. S. n’oufed a-grenn digemma etre ar C’hermaned beziet war glann zehou ar Rênos hag ar Gelted beziet war ar c’hlann gleiz anezañ, gant heñvel-rik ez eo diouz an daou du arrebeuri ar beziou. Eur merk all eus levezon ar Gelted eo ar voaz, miret pell e-mesk ar C’hermaned a bep stad, an uhelidi dreist-holl, d’en em vugadi gant anoiou keltiek. Boiorix, roue ar Gimbred (IIet kantved kent H. S.), Ariovistos, roue ar Sueved (kenta kantved kent H. S.) a zo ganto anoiou keltiek.

Rannet e oa ar C’hermaned en eun niver meuriadou a zeue d’en em voda e kevredadou-brezel graet-disc’hraet bep ar mare gant an ezommou hag an emgannou. Ar re vrudeta eus ar c’hevredadou-se a voe : — en IIet kantved kent H. S., hini ar Gimbred ; — er c’henta kantved kent H. S., hini ar Sueved, kevredet ennañ kant poblad oc’h en em astenn eus ar Vistula d’ar Rênos-uhela ; war-dro ar bloaz 60 o doa ar Sueved treizet ar stêr-mañ end-eeun ha staget da vac’homi Galia, pa voent argaset war ar c’hlann zehou gant Kaesar. Diwar ar Sueved e teuas ar Varkomaned a ziframmas digant ar Gelted douarou an Albis-Uhela hag a savas eur rouantelez en em astenne, da vare an impalaer Augustus, eus ar Baltik d’an Danuvios.

Ar C’hermaned n’oa ket disheñvel o doare-beva diouz hini poblou all Europa, pa vevent evelto diwar ar maga-loened, ar c’hounidegez-douar, ar brezel hag ar riblerez. Doueed Dras ar C’hermaned e oa Tuisko, doue an douar, tad Mannus, ar c’henta den ; Tivas [1], doue ar brezel ;

  1. An hevelep ger e oa hag ar c’heltieg dêvos « doue ». Tivas a zo deut diwezatoc’h da Tyr ha Zio er yezou nevez-c’hermanek (skandinaveg hag alamaneg).