Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/393

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
393
ar vro, ar poblou hag ar giziou

Bro-C’hall ha hanternoz ar Spagn, Albaniz (1.400.000 a dud), e kornog ledenez ar Balkaniou, a vije ganto yezou dedarzet, evit ar re genta eus an ibereg hag, evit an eil re, eus an illirieg [1].


Ar C’hermaned. — Ar poblou ma reomp Germaned anezo n’o doa, war a hañval, ano brôadel ebet kenetrezo. An ano « German » a oa dianav d’ezo : a zo kaeroc’h, ne veze ket lavaret anezo da genta. Meur a hini zoken, e-touez ar poblou keltiat, a fougee beza german, evel : 1° ar Velged, a argadas tu hanternoz Galia e derou an IIIet kantved ; 2° ar C’haisated a yeas, er bloaz 222 da vrezeli en Italia dindan renadur o roue Virdumaros Rênogeniknos « Virdumaros douaren Rênos » ; 3° an Oretaned, eur boblad Kelted eus ar Spagn a faezas Karthadiz er bloaz 228 en eun emgann kollus-bras d’ar re-mañ [2] ; 4° ar pobladou Kelted a zalc’he koadou hag odeou menez Penninos (« Valais »-Uhela) [3] ; 5° ar Vastarned. « Germaned » a oa eta eun ano keltiek a raed, moarvat, eus ar poblou keltiat genidik eus ar vro etre an Albis hag ar Rênos. « Keltia », eme eun douaroniezour koz gresian, « a zo daouhanteret gant ar stêr Rénos ; an darn a Geltia diouz tu ar c’huz-heol d’ar Rênos a vez graet anezi Galia ; an darn diouz tu ar sav-heol a vez anvet Germania. » Diwar an IIIet kantved, poblou nevez, treizet ganto an Albis, a vestronias poblou keltiat ar C’hermania pe a

  1. Kement-se, avat, degemeret da wir gant gouizieien-zo, a zo nac’het krenn gant gouizieien-all. E-touez ar re-se, darn a lavar eman an euskareg aspadenn eur yez ragistorek nann-indezeuropek bet komzet a-goz er meneziou Pirene. Hervez darn-all, eur yez kaokazek nann-indezeuropek e vije, bet degaset d’ar Spagn gant an enbrôadegou-tud eus ar Reter a zo c’hoarvezet e-kerz an eilvet milved kent H. S. Ahendall, ez eus tud o lavarout e oa, e-touez ar yezou komzet el ledenez iberek e-pad an Hen-amzer, yezou kar d’al libuaeg (ar berbereg a vreman). An ibereg, an tartesseg, al luzitaneg hag ar c’hantabreg a anavezomp dre eun niver anoiou tud ha lec’hiou. Indezeuropek e tiskouezont beza evit an darn-vuia (Philipon, 1925). Kudenn hen-yezou Iberia a chom da ziluzia en he fez. Evit an albaneg, an andon anezan en illirieg an Hen-amzer a zo nac’het krenn gant Philipon.
  2. Diouz o c’hêr-benn, Oreton (bremañ Granatula), e tenne an Oretaned (Oretani) o ano. Ptolemaios a ra eus ar gêr-se « Oreton ar C’hermaned », e latin Oretum Germanorum. Ano an Oretaned a zo anezañ c’hoaz e hini ar peniti Nuestra Señora de Oreto (Rev. Celtique 1894, p. 3-10, 41).
  3. Dam-C’hermaned a reer eus ar Gelted o veva e traoñienn « Peninna ».