Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/392

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
notennou diwar-benn ar gelted koz

Skuthed. Hogen, er Vet kantved, e kaved eur vandennad anezo war aodou mor an Hanternoz, tostik-tost da aber an Albis. E kompezennou an Danuvios-izela e kantree bandennadou all a hañval beza en em gevredet gant ar Vastarned. War an Danuvios-krenn ar Siguned, a gase marc’hadourien ha micherourien-valeerien betek e Galia, a dremene evit beza Skuthed.

O ano a oa aet da lavarout « marc’hadour » e yez al Ligured a veve etre stêr Rodanos hag an Alpou. A. Bertrand a grede d’ezan (1891, pp. 259-60) e oa bet eus ar Siguned govien ha teuzerien-arem, henvel a-walc’h ouz Tsiganed hon amzer [1]. A c’hellfe beza e vije o ano ar ger skuthek (?) sigunna a dalveze « goaf » (sibunna a vije bet ar stumm thrakek anezan, hervez Philipon, 1925, p. 2, n. 4). Nemet unvan n’eo ket testeni skrivagnerien an Hen-amzer a-zivout gouenn ha ster ar ger-se. Hervez Herodotos, e vije bet gant gresianegerien enez Kupros (Chipr) eur ger sigunos da lavarout « goaf-bann ». Apollonios ar Rhodad a ra sigunos eus ar c’hlaou-brezel e boaz gant Bebruked Azia-Vihana a oa, en IIet kantved goude H. S., o c’hêriou-penna Prusa, Libussa, Eriboia, Patavion ha Gallika (war stêr Gallos). Suidas a lavar e oa sigunê ano ar c’hleze gant Makedoniz.

Marvet eo a-benn hizio an darnvuia eus ar brôadeleziou emaomp o paouez menegi. An diskaridigez anezo, boulc’het gant ar Gelted, a voe kendalc’het gant ar Romaned ha kaset da benn gant ar C’hermaned hag ar Slaved. An Ibered hag an Illirianed hepmuiken o dije lezet war o lerc’h diskennidi a yez ganto : Euskariz pe Vasked (500.000 a dud) e mervent

  1. An Dsiganed (anvet e gaoù Jipsianed) a zo anezo minterien, labourerien houarn ha kouevr. A-ziwar c’horre ha touellus an henvélder etre o ano hag ano ar Siguned. Anavezet mat ganeomp orin an Dsiganed. Bez’ ez eus anezo an indezariegierien a oa o veva er broiou anvet Gedrosia, Arac’hosia, Drangiana gant Hen-amzeriz. Divrôa ac’hano a rejont er Vet kantved goude H. S. evit mont da veva a-skign e broiou ar C’homog. Gant iranegerien e voe adpoblet ar vro dilezet ganto : ac’hano Afganiz ha Beloutchiz hon Amzer. Nevez-indezek yez an Dsiganed, nemet e kaver enni geriou amprestet diouz ar yezou komzet er broiou m’o deus bevet enno kent tizout Kornog Europa : Persia, Armenia, Gresia, Roumania, Bohemia, Alamania, Bro-C’hall, Bro-Saoz, ar Spagn, J. Bloc’h L’Indo-aryen, du Véda aux Temps modernes, 1934, p. 18. An tsiganeg komzet gant ar meuriad en em repuet abaoe 200 vloaz e bro-Gembre a zo ennan 518 ger indezek ha 430 ger amprestet (adalek an iraneg betek ar c’hembraeg), Sampson, The dialect of the Gypsies of Wales, Oxford, 1926.