Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/391

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
391
ar vro, ar poblou hag ar giziou


Ar Skoloted. — Ar Skoloted, pe Skuthed Europa, a oa anezo eur boblad a vesaerien, a c’hovien hag a vrezelourien o komz eur yez indezeuropek heñveloc’h ouz an hen-berseg eget ouz kement yez indezeuropek all eus an Europ [1]. Deut e oant, war-dro ar bloaz 1.500 kent H. S., da ziazeza er c’hompezennou bras digoad en em astenne en hanternoz d’ar mor Du (Skuthia Goz). En Xet kantved e treizjont an Turas hag e yeojont an Dhraked betek an Danuvios-izela (Skuthia Nevez), Er VIIet kantved eo e reas ar Skoloted o gwella berz er brezel : paeet e veze an truaj d’ezo gant hogos an holl boblou o veva etre ar mor Du diouz ar sav-heol hag an Alpou diouz ar c’huz-heol, etre ar mor Baltek en hanternoz hag an Danuvios er c’hreisteiz. Er c’hantvedou war-lerc’h e kouezas o impalaerded, skôet d’an traon gant an Illirianed hag an Dhraked en em savet. Trec’het e voe ar re-se d’o zro gant ar Gelted.

Ar Skuthed ne c’hounezent ket douar [2]. War varc’h bepred, e piaouent tropellou bras a gezeg, a saoud hag a zeñved, ma kantreent ganto dalc’hmat o vont a beurvan da beurvan. Beva a raent diwar gig kezeg hag ec’h event laez o c’hezekenned : ac’hano e teuas d’ezo beza lesanvet « gorôerien-gezekenned » gant hen-varzed ar C’hres. E lec’h tiez e raent gant kirri bras war beder pe c’houec’h rod stlejet gant meur a goublad ejened. Golôet e oa pep-hini anezo gant feltr ha kombodet en e ziabarz e diou pe deir c’hambr.

E diavaez ar bed keltiek, e kompezennou an Hen-Skuthia (kreisteiz Rusia-vremañ), edo o veva brudeta poblou ar

  1. Keverata da skouer ano ar marc’h e skoloteg, e hen-berseg hag e penyezou indezeuropek Europa :

    skoloteg
    aspos

    h.berseg
    aspa

    latin
    equus

    keltieg
    eqos, epos

    gresianeg
    hippos

    pe c’hoaz ar wrizienn-c’her reuk, ruk « luc’ha » :

    skoloteg
    roxo-

    h.berseg
    roxa-

    latin
    lux

    keltieg
    loukso-
    leuko-

    gresianeg
    leukos, lukê
    (en amphilukê « am-heol »).

  2. Meuriadou estren sujet d’ar Skuthed e oa, moarvat, ar Skuthed gounideien-douar.