Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/390

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
390
notennou diwar-benn ar gelted koz

en o gar pe en o brec’h skeudenn eur menn-karvez. An Dhraked bet deskonïet en hevelep liderez a oa e ken o zal skeudenn eun delienn-ilio [1].

Galloudeka poblou Thrakia e voe an Driballed hag an Odrussed er c’hreisteiz da stêr Danuvios, hag, en hanternoz d’ezi, ar C’heted hag an Daked. Er Vet kantved kent H. S. roueed an Odrused a rene war an darnvuia eus meuriadou an Dhraked etre an Danuvios hag aodou an Enezvor ; betek ar bloaz 46 kent H. S. e talc’has en he sav ar rouantelez anezo, ha hi bet bihanaet gant argadennou ar Gelted hag aloubadennou Makedoniz. Brudet e oa ar C’heted evel ar re gadarna hag ar re eeuna eus an Dhraked ; bep pemp bloaz e kasent da Zalmoxis, o doue, eur c’hannad a daolent hag a zistaolent er vann war veg o goafiou ken na varvje. An Daled n’oa anezo, da genta, nemet unan eus ar meuriadou oc’h ober pobl ar C’heted. Nemet e kreskas tamm-ha-tamm o galloudegez, a zeu e barr he brud er c’henta kantved kent H. S. Kanna a reont ar Gelted (Bastarned, Taurisked ha Boged) ha sevel eur rouantelez en em astenne eus traezennou ar mor Du da harzou ar C’hermaned.

Sellet e vez evel Thraked : 1° ar Gimmerianed hag an Drered, a veve, er XVet kantved kent H. S., er c’hompezennou en hanternoz d’ar mor Du, ma voent argaset diouto gant ar Skuthed ; 2° Marianduned, Bithuniz ha Phrugianed Azia-Vihana. Phruges a zo stumm gresiek an ano. Briges a ziskouez beza bet ar stumm thrakek. Kenveria Brigia, an ano a veze laket da arvor Makedonia, d’ar mare m’edo ar vro-se anvet Emathia.

Eun eilyez tarzet diouz an indezeuropeg e oa yez an Dhraked evel hini an Illirianed. Pobladou a voe, koulskoude, o veva distag diouz ar re-all, a gomze, war a greder, eur yez nann-indezeuropek. D’an Dhraked, kerkouls ha da boblou all Europa, unvez ar yez a rae evel eur gwiskad a unvaniez-diavaez o c’holei e-diabarz liester ar gouennou-tud [2].

  1. Rev. de RHist. des Religions, 1911, pp. 99, 382.
  2. Er geriou thrakek a anavezomp, darn a zegas da goun dre o stumm hag o ster geriou gresiek (da skouer, ar phrugianek damos « bagad », lavos « pobl, gwerin »), darn ar c’heltieg (thrakeg kotus « emgann », bria « kêr », phrugianeg bonoka « gwreg »), darn an indeziraneg (thrakeg skarkê, skarge « arc’hant », stana « lec’h, tachenn », seutês « diedkinnigour »), darn ar germaneg (thrakeg skalmê, skolmê « kleze », hen-skandinaveg skalm « kleze »), darn ar slaveg (phrugianeg doumos « bodadeg », rusianeg Douma), darn ar sumereg (phrugianeg bales « roue », sumereg bal « bouc’hal », arouez-roue hag arouez doue an oabl ; kenveria e keltieg-germaneg teutonos « rener, roue », teutona « bouc’hal »).