Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/389

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
389
ar vro, ar poblou hag ar giziou

goude Indeziz, ar vrasa eus holl vrôadou ar bed ; ma vijent unanet kenetrezo, e vije anezo ivez ar c’halloudeka. » Beva a raent diwar ar brezel hag ar riblerez, gounidegez an edou hag ar maga loened, kezeg dreist-holl. Gwiniegou a oa ganto ivez. Brudet e oa bet divinourien, kanerien ha telennerien an Dhraked e raghenistorvez bro-Hellaz. Er marevez istorek, kredennou-zo eus ar C’hresianed, evel an orpheuziadegez, ar buthagoriadegez, an treuzannezerez-ene, a oa bet o andon e kredennou Thrakiz. Eus Thrakia (a oa bet hec’h ano Aria, amzer a voe), e tiskouez beza en em ledet war ar bed an arouez sakr anvet « hevoud, hevoudeg » pe swastika [1]. Azeuli a raent Demêter « mamm an heiz » ha Kubêlé, doueezed an douar hag an trevadou, Sabadios, Sabazios, ha Dionusos, doueed an heol, an heiz hag an dour-heiz (ar bier), Bormos, doue an hanv (kenveria al latin formus « tomm »), Bendis, doueez al loar, bet hevelebekaet ouz Artemis gant ar C’hresianed, Heron pe Heros, doue ar re varo (war varc’h e vez skeudennet bepred), *Rêzos (bet gresiekaet e Rhesos ; eus rêz, ar stumm thrakek gwisket gant an indezeuropeg *reix, keltieg rix « ri, roue »), anezan doue-roue menez Rhodop, war eun dro hemolc’her ha marc’heger, Iambadulê, anezi moarvat, diouz an eil gevrenn a zo en hec’h ano, doueez an deliaoui (dula « delienn » : e dakeg ponpedula « pemp-delienn »), h. a. [2].

Broudvrizella ar c’hroc’hen a oa bet e boaz ganto hag a arouezie uhelder ar ouenn. Ar re vatc’hanet hepken (eugeneis e gresieg, zibuthides e thrakeg) a veze broudvrizellet o c’hen. Er marevez istorek, ar Maenadezed (an Thrakiadezed bet deskonïet el liderez dionusek) a oa broudvrizellet

  1. A. Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 140-84.
  2. P. Perdrizet, Relief du pays des Maedes (Thrace occidentale) représentant un Dionusos thrace, 1904 (diwar Rev. arch.) ; F. Cumont, Une statuette de Bendis, 1903 (id.) ; Les mystères de Sabazius et le Judaïsme, war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus des séances, 1906 (burutellet gant A. Jamar, war Musée belge, niv. 7 ; mouladur distag, Loven, 1909). A-zivout ar roue Nannakos ha Dardanos, an Noe phrugiat, Rev. des Et. juives, 1913, II, pp. 2-5. Ouz ar marc’heg Heron, kenveria en Indez ar marc’heger dibennet (eman e benn stag ouz pomellenn e zibr) a weler war an hentou o c’hervel an dremenidi d’ar maro, Rev. de l’Hist. des Religions, 1914, p. 199. Sakr e oa al louarn (bassaris) gant an Dhraked, hag ez ae al louarngen (alôpekê) da gabell gant kalz anezo. Da ober gwiskamant (bassara) an Thrakiadezed hag al Ludianezed ez ae ivez, ha da ober boutou (bassarai), Rev. arch. 1902, pp. 242-79 ; Rev. des Et. grecques, 1913, p. 157.