Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/388

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hag, er c’hreisteiz eus ar vro-se, gant al Latined en em savet outo hag ar Samnited [1].


An lllirianed. — Kreiz Europa hag an hanterenn walarn eus ledenez ar Balkaniou e oa ar c’horn-bro m’oa diazezet ennañ stank-ha-stank ar pobladou illiriat [2]. Ar re benna eus ar pobladou-se e oa : an Autariated, a gemeras er Vet kantved kent H. S. ar Bannonia hag eun darn eus an Dhrakia, o sevel eur rouantelez c’halloudek a voe dispennet gant ar Gelted [3] ; an Dardaned, enebourien douet da Vakedoniz, hag a renas brezeliou hir ouz ar Gelted (Skordisked ha Bastarned) keneiled d’ar C’hresianed ; an Dalmated hag an Istrianed, morlaeron ouez anezo ; ar Veneted a gevredas gant ar Romaned dre gasoni ouz ar Gelted.

N’oa ket eus an Illirianed kadourien ha morlaeron hep-ken. Bez’ e kaved ganto ivez mesaerien [4], labourerien-douar ha micherourien. E-touez ar meuriadou illiriat eo e voe ganet ar sevenadur brudet a reer anezañ sevenadur Hallstatt.


An Dhraked. — Pa raent o gwella berz, e-doug an eilvet milved kent H. S. poblou Thrakia a zalc’he an holl vro en em astenn eus aodou an Enezvor (mor Enezek) da gompezennou Skuthia. Piaouet o devoa Makedonia a-bez, graet meur a argadenn er C’hres ha kaset trevadegou en Azia-Vihana. C’hoaz er Vet kantved kent H. S., e oa anezo eur bobl vrudet. « An Dhraked », eme an hen-istorier Herodotos, « eo,

  1. Levezoniet-doun en o yez hag en o sevenadur eo bet al Latined gant yez ha sevenadur an Etrusked. A. Ernout, Les éléments étrusques du vocabulaire latin, war Bull. de la Soc. de Ling. de Paris, XXX, 1930 (fesk. 1, niv. 89), pp. 82-124. H. a.
  2. Aet e vije an Illirianed, war a greder, betek lenn Vrigantinos diouz tu ar c’huz-heol ha, diouz tu an hanternoz, betek meneziou ar Viadua (Oder) uhela.
  3. Skodra (Scutari) a oa, en IIIet kantved, kêrbenn war ar pez a vane eus ar rouantelez-se savet gant an Autariated.
  4. En e skrid De re rustica, e ra Varro meuleudi an Illiriadezed a zo, gouez d’ezañ, merc’hed kreñv o tereout kenañ ouz mesaerien. Ganto e vez kaset al loened da vaez ; degaset e vez keuneud-tan, aozet predou, miret kempenn aketus an arrebeuri hag al listri e-barz ar foukennou. « Gwragez dougerezed a weler en Illiria, anaoudegez d’ezo ez eo deut o amzer, o tiskregi eur pennadig diouz o labour da vont war-hed eun nebeut kammedou d’en em ziac’hubi, hag o tistrei, goude, eur bugel ganto war o brec’h, a hañval kentoc’h beza bet kavet ganto eget ganet. »