ivez : mesaerien, labourerien-douar ha brezelourien eeun ha kalet o buhezegez a oa anezo.
Gwall-zisheñvel diouz ar re-se e oa an Etrusked, anezo eur boblad pinvidik ha seven ouz hec’h ober dreist-holl mor-laeron, marc’hadourien ha micherourien. Ampart ez oant da labourat ar metalou, ar maen hag ar pri ha da gaeraat o labouriou gant skeudennou tud ha loened engravet, kizellet pe livet. Mailhed ez oant ivez war an doura pradeier dre zigeri kanouc’hellou. Beva a raent e kêriou bras, en-dro d’ezo mogeriou savet en doare kuklopel. En o diabarz straedou pavezet en em drouc’he a-sounn. Ar maen a veze alies danvez an tiez anezo, ha kaniou-distrouilha dindan zouar, graet a vein ivez, a gase al lastez er-maez a gêr.
N’oa ket karet nemeur an Etrusked gant ar poblou all eus Italia. Diavaezidi ez oant. Deut, war a greder, eus an Azi-Vihana, war-dro kreiz an Xet kantved kent H. S., o doa sujet tamm-ha-tamm an Ombrianed, al Latined hag an darnvuia eus al Ligured [1]. E-tro ar bloaz 450, an Etrusked a oa en o dalc’h hanternoz ha kreiz an Itali hogos holl ; war ar mor o doa o listri darempredou a genwerz stank ouz Karthada hag an Ejipt. Kreizenn o impalaerez ez oa an Doskana vremañ, ma raent enni daouzek poblad kevredet, gant pep a gêr greñv, pep a roue ha pep a renerez. Er c’hantvedou da heul e savas dizunvaniez e-mesk an Etrusked ken e voe diskaret o galloud gant ar Gelted en hanternoz Italia
- ↑ Ouspenn an Etrusked, kalz a zivroïdi-all deuet eus Azia-Vihana, eus ar C’hres douarbrazel hag eus an Enezennou, a zo deuet, e-doug an eil milved kent H. S., da ober o annez en Italia hag er broiou-all eus ar C’hornog (Sikelia, Sardinia, Iberia, Libua). Bez’ ez oa eus an divroïdi-se peurliesa tud a renk uhel, renerien, sternataerien ha frammataerien boblans, diwar veur a vrôadelez hag o komz meur a yez : Azianed, Aegaïz, Kaokaziz, Persed, h a. An divrôadegou-se a zo bet studiet piz hag aketus gant C. Autran « Phéniciens », essai de contribution à l’histoire antique de la Méditerranée, 1920 ; Tarkondemos, 1922-19213 ; La Grèce et l’Orient ancien, 1924 (diwar Babyloniaca), Introduction à l’étude critique du Nom propre grec (eiz feskennad moulet), h. a.