ar mor Kreizdouarek, da vont da argadi an Ejipt [1]. — E kreisteiz Galia, er Vet kantved kent H. S., eur boblad liguriek all, an Elisuked, a oa anezo eur rouantelez vrudet gant Narba (Narbonne) da gêr-benn warni. — En Italia-Uhela, poblad pinvidik an Dorined a zalc’has war sav, daoust da dagadennou an Etrusked hag ar Gelted, betek alouberez ar Romaned, hag a lezas hec’h ano da gêr « Torino ».
Al Ligured all a vanas atao rannet en eur maread meuriadouigou, na zeuas nepred d’o spered en em unani da sevel kenetrezo brôadou galloudek. Ar pep brasa eus al Ligured a oa anezo gounideien galet ha poanierien start na welent ket en tu-hont da vonnou o farkeier hag o labouriou pemdeziek. Saturnus, doue an here, a oa doue-meur Ligured an Itali [2]. Anoiou daou eus o roueed e mojennou o istor, Morges ha Sikelos, a dalv, war a greder, kement ha « forc’h » ha « falc’h ». Al Ligured eus an aod a oa pesketaerien akuit ha morlaeron her. Ar re a veve er meneziou, Alpou hag Apenninou, a rae diouz kaout dre ar brezel hag ar riblerez ar pez a nac’he outo o douarou meinek ha difrouez. C’hoaz en IIet kantved kent H. S. Ligured an Apenninou a ziskenne dre vandennadou a 20 pe 40 mil a vrezelourien da breizata er c’hompezennou e-harz ar meneziou.
3° An Ombrianed hag an Etrusked. — An Ombrianed a oa ganto eun eilyez indezeuropek karez-nes d’an eilyezou komzet gant al Latined, ar Sabined, ar Samnited ha poblou all eus kreizenn Italia [3]. An hevelep buhez hag int a renent
- ↑ Nac’het e vez kement-se gant gouizieien-zo. Hervezo ar bobl anvet Shakalasha gant an enskrivaduriou ejiptek a vije eur bobl eus Azia-Vihana, Kenveria Sagalassos e Pisidia. A. J. Reinac’h Le Disque de Phaestos et les Peuples de la Mer, 1910, p. 47 (diwar Rev. arch.). Lenn pez a lavar Autran, Tarkondemos, 1923, pp. 214, 232.
- ↑ Ar brezoneg had a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek, diwar an hevelep gwrizienn indezeuropek hag al latin satus, Saturnus, ar sanskriteg sasya « ed », an alamaneg saat hag ar saozneg seed « had ».
- ↑ Kalz a zanevellourien, adalek an Hen-amzer betek an XlXet kantved, o deus rôet da wir ez oa an Ombrianed eun eilouenn diwar ar Gelted. Eur gredenn hounnez n’heller ken da zifenn bremañ, pa c’houvezer e tiforc’h an ombreg diouz ar c’heltieg d’en em unvani gant al latin war gement poent a bouez a ro d’ar c’heltieg e stumm dioutañ e-unan hag a ra anezañ eur yez disheñvel diouz ar yezou indezeuropek all. Da skouer :
Keltieg
uer, ver
lânos
roudos
beruOmbreg
super
plenos
rôfos
feruLatin
super
plenus
rufus
fero