Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/385

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
385
ar vro, ar poblou hag ar giziou

danvez-se prezebou o c’hezeg hag an tonnellou ma lakaent o gwin.

An Ibered all n’oant ket ker seven-se. Bez’ e oa anezo meuriadou gounideien, mesaerien, hemolc’herien ha mengleuzierien en em geje e kevredadou pe en unaniezou-brezel padusoc’h pe zibadusoc’h. Ar re gosa eus an unaniezou-se, re ar Guneted, ar Gempsed hag ar Saefed, a yeas da get gant argadennou ar Gelted [1]. Savet e voe en o lec’h re al Luzitaned hag ar Gantabred, a dennas brud d’o ano dre ar stourmad ar starta a rejont ouz ar Romaned. Al Luzitaned (tregont poblad anezo) a oa du-holl o gwiskamant ; war ar c’holo e kouskent hag en vevent diwar gig gavr ha bara mez-dero. D’an emgann ez aent gant hobregonou lin en o c’herc’henn ha, war o fenn, togou-brezel ler. Laza a raent, e lidkinnig da zoue an emgannou, bouc’hed, kezeg ha prizonidi-vrezel.


Al Ligured. — Eur yez indezeuropek evel ar c’heltieg e oa al ligureg. Ar broiou ma komzed anezañ c’hoaz er c’henta kantved kent H. S. (gevred Bro-C’hall, Italia-Uhela, an hanterenn eus aradennad an Alpou diouz ar c’huz-heol) a c’heller da anavezout war an taolennou-douaroniez dre ma kaver enno stank anoiou lec’hiou gant an dilostger -asko, -aska, -osko, -oska, -usko, -uska [2]. Kent donedigez ar Gelted, al Ligured o doa kaset trevadennou er Spagn, en enez Korsika hag en enez Sikelia (war-dro ar bloaz 1.400 kent H. S.). Hiniennou eus ar pobladou anezo a oa deut galloudek-tre. Ar Sikeled a rôas o ano d’ar Sikelia a voe, e-pad meur a gantved, Italia hogos holl en o dalc’h [3] ; piaouet o doa seiz krec’hienn Roma, pell kent ma voe diazezet ar gêr-se ha ganet ar bobl roman. Er XVIet kantved kent H. S., ar Sikeled a oa d’ezo trawalc’h a listri da dreiza

  1. « Gant argadennou ar Gelted » a zo eur goulakadur, eur martezead. Bez’ ez eus gouizieien hag a gred d’ezo eman kuzet ar Gelted dindan an ano a Gempsed. Pez a zo diarvar eo kement-man hepken : mont a reas da get anoiou ar Guneted, ar Gempsed hag ar Saefed, hag, en o lec’h, e teuas anoiou nevez.
  2. N’eus roudenn ebet anezañ en hanternoz ha gwalarn Bro-C’hall, e Breiz-Veur nag en Iwerzon, ar pez a vije a-walc’h da gas da get tezenn C. Jullian a sell evel Ligured poblou rak-keltiek ar broiou-se.
  3. Ano Italia a zeuje eus Italos, unan eus o rouanez.