Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 31

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 122-125)


KEVRENN II : SKIANT AR VUHEZEGEZ


Diwar-benn buhezegez ar Gelted, arabad en em lezel da veza touellet gant boaz an aberzou tud, pe eur boaz pe voaz all heuliet er brezel, evel lazerez ar brizonidi. En Henamzer, e-touez an holl boblou pagan, e voe eeunet an azeulerez hag ar brezel diouz gourc’hemennou kriz ha didruez, na gaved ster ebet anezo peurliesa er vuhez pemdez.

A-hend-all, n’eus ket tre da sellout ouz ar varn c’haro douget gant eun niver skrivagnerien italian ha gresian diwar-benn an holl Gelted gwitibunan. Ne varn mab-den ez wirion nemet an neb a gar. Hogen an darnvuia eus skrivagnerien ar C’hreisteiz o deus komzet eus ar Gelted evel enebourien, hag, e pep mare, en Hen-amzer, moarvat, muioc’h c’hoaz eget bremañ, e lec’h beza harpet war ar wirionez, barn ar poblou war o c’hevezerien a voe douget, anat d’an holl, diwar gasoni, dizanaoudegez, pe gredenn-dreuz.

Ret eo evezia tri zra ouspenn :

1) ar Gelted a voe barnet kalz gwelloc’h gant Gresianed ha Romaned, evel Poseidonios ha Kaesar, a weladennas anezo en o bro hag o devoe darempredou outo estreget war dachenn an emgann ;

2) meulet e vezont alies a-hiniennou gant ar skrivagnerien italian ha gresian-se end-eeun a varn ar garva anezo evel pobl. Meulet e vez ganto o c’hadarnded hag o herder, o madelez hag o eeunder, o c’hasoni ouz ar gaou hag o c’harantez ouz ar gwir, glanded ha lealded o gwragez [1] ;

3) roet int bet, a zo kaeroc’h, da skouer d’o c’henvroiz gant kelennourien war vuhezegez. Plijout a rae d’ar re-mañ lakaat gwirionded poblou an Hanternoz hag o buhez reiz ha yac’h e kemm gant trubarderez ha hudurniez Kreisteiziz.

Diwar gement-se e c’hellomp dastum ne voe trec’het ar Gelted, evit ar pez a sell ar vuhezegez vat, gant hini ebet eus poblou Europa gwechall, hag e voent zoken, war boentou-zo, trec’h da boblou ar C’hreisteiz, miret ma ’z oant bet gant o doare-beva diouz ar gwall-siou a amprestas ar C’hresianed hag ar Romaned digant sevenaduriou koz ar Sav-heol.

Ar pez a ouzomp eus ar reolennou a vuhez a roe drouized, Galia en o c’helennadurez hag eus buhezegez paganed Iwerzon a denn d’hor startaat c’hoaz er gredenn-se.


Skiant ar vuhezegez gant an drouized. — Skiant ar vuhezegez a rae eur gevrenn a bouez e kelennadurez drouized Galia. Miret eo bet d’eomp gant eur Gresian eus an IIet kantved, goude H. S. unan eus ar reolennou anezo : « Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn », a gemenn, war eun dro, ar feiz, ar gadarnded hag eur vuhez glan ha reiz. Gouzout a reomp ivez, dre skrivagnerien all, o deus dalc’het an drouized karg unvanerien ha peoc’herien e-touez ar Gelted, hag int tud taer ha brezeliat. Brudet e oant evel ar re wiriona eus an dud, hag e fizied enno a-walc’h barnedigez ar breutadegou, dreist-holl ar re a save diwar vuntrerez. Eun dra a c’hoarvezas a-wechou er c’henta kantved kent H. S. : gwelet e voe diou armead keñver-ha-keñver, ganto o c’hlezeier dic’houinet hag o goafiou a-bann, hag an drouized oc’h en em deurel etre an daou vagad hag o tont a-benn da unvani an dud-se war-nes en em daga.


Kuzuliou ar c’hadour Setantios d’e ziskibl Luguadis. — Miret eo bet d’imp ar pennad-mañ da heul gant eur skrid iwerzoniat eus ar Grenn-amzer, nemet pagan rik eo ar gelennadurez anezañ, meneg ebet ennañ nag eus Doue nag eus an Iliz. Ar c’hadour brudet Setantios [2] en dije bevet er c’henta kantved goude H. S. hag e ziskibl Luguadis [3], lezanvet « e gelc’hiou ruz », a vije bet galvet da roue-meur Iwerzon er bloaz 65. Pa voe ar paotr yaouank war-nes kimiadi da vont en e garg nevez, e vestr a gomzas d’ezañ evel-hen :

« N’ez ket da enaoui rendaelou izel ha gouez. Na vez ket feuls, dibarfet, rok. Na vez ket aonik, taer, buanek, dievez. Na vez ket eus ar vezvierien-se a zo aon razo hag a ra freuz… Na lez ket termen galloud al lezenn da gloza war eur gaou. Ra vezo selaouet mouez an eñvoriou beo da c’houzout gant pe hêr e tle digouezout an douar. Ra vezo ar wiraourien rik ha gwirion dirazout ! Ra vezo barnerien da rei ar Gwir d’ar vro !… Ra vezo galvet ar re veo da hêred madou ha rôet en-dro, war o le, ar vuhez da diegeziou ar re varo ! Ra binvidikaio an hêred hervez o gwir reiz ! Ra dec’ho an alouberien, deut a-ziavaez an tiegeziou, o plega da nerz-dreist an douarened reiz ! »

« Na respont gant rogentez. Na gomz ket ez vouzarus. Diwall d’ober da furlukin. Na ra goap ouz den. Na douell ket ar gozidi. N’az pez a wallziskred ouz den. Na c’houlenn netra a ziaes. Na gas diwar da dro goulenner ebet hep respont. Ne rôi, ne zinac’hi, ne bresti mann hep gwir abeg. Degemer gant doujañs kenteliou ar re fur. Az pez koun eus kelennadurez ar re goz. Heuilh al lezennou savet gant ar gourdadou. Na vez ket yen a galon ouz da vignoned. Bez nerzus ouz da enebourien. En em vir diouz an arguzou a noazfe ouz da enor, p’en em gavjes alies gant tud all. Na vez ket eur marvailher diroll. Na vac’hom den. Na zastum tra a gement na vefe ket talvoudus. Ra vo eeunet gant da rebechou an neb a ra dislealded ! Na vezet ket da varnedigeziou saotret gant gwall-froudennou an dud ! Na gemer ket madou an nesa gant aon n’az pefe keuz. Na vez ket eun tabuter, evit mirout da denna droukrañs warnout. Na vez ket diegus, betek gouzout na zeufes da veza dinerz. Diwall da veza mesker ha da goll, dre-se, da vrud-vat. Asanti a rez-te heulia ar c’huzuliou-se, o va mab ? » Luguadis a respontas ;

« Ar c’huzuliou-se a zo mat da heulia holl gwitibunan : An holl her gwelo.

Hini anezo ne vezo dilezet.

Sevenet e vezint mar bez gallet. »


  1. Da gaout skoueriou sellout ouz ar pennadou X ha XI.
  2. Setanta e skridou ar Grenn-amzer. An hevelep ano eo ha hini ar Setantii meuriad breizat war aodou mor Iwerzon. Anavezetoc’h eo Setanta dre e lezano « Cuchulain » da lavarout eo « ki Culann ».
  3. Lugaid er Grenn-amzer.