Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 30
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 109-122)
- « Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn. »
(Reolenn-stur an drouized.)
Ar skiantou, evel m’o desker hizio en hor skoliou, a zo bet, evit an darnvuia, ijinet en Amzer-vremañ : n’oa ket anezo e-touez ar Gelted-koz. Anaoudegeziou pervez a-walc’h o deus bet, koulskoude, war eun niver a draou a bouez evito. Eveziadennou talvoudek-bras, ma vije bet gallet, gant an amzer, sevel diwarno ar Ouiziegez, a oa bet dastumet war veur a boent gant o drouized, o divinourien, o micherourien, o labourerien-douar. Nebeut a zisklêriadur hon eus war an anaoudegeziou-se eus ar Gelted koz : eus kelennadurez drouized Galia n’ouzomp nemet ar pez a zo bet dizolôet d’eomp gant ar skrivagnerien c’hresian ha latin, nebeut a dra, e gwirionez, o veza m’o deus krennet en daouzek pe bemzek linennad skritur danvez eur gelennadurez dre c’hénou, a oa anezi gwerzennou dre gant ha kant, hag a helle padout ugent vloaz.
Gant-se, e rankomp koueza peurliesa da varn gouiziegez ar Gelted koz diwar ar frouez anezi, da lavarout eo, da skouer, dre oberiaduriou o ijinerez pe dre ar stuziou a heulient e gounidegez an douar.
Komzet hon eus, en diweza pennad, eus an diou fals-skiant-se, an divinouriez hag an hudouriez (ar breou), a selled neuze evel gwir skiantou, ar re bouezusa-holl, ’zo kaeroc’h. N’hon eus ket, eta, da zistrei war se amañ.
Doueoniez ha bedoniez. — Diwar-benn natur ha galloud an doueed e vage drouized Galia menoziou diouto o-unan. Kelenn a raent o doa ar Gelted an Ankou da dad kenta hag e tlee ar bed mervel, eun deiz pe zeiz, dre an dour hag an tan. An hevelep kredenn a gaved gant ar C’hermaned. Hag, evelato, hervez kelennadurez an drouized, e oa ar bed, divarvel evel an eneou. An dismantr-se eus ar bed a dlee, eta, dont d’e heul eun dasorc’hidigez, evel m’edo ar gredenn ivez gant ar C’hermaned koz [1].
Danevellouriez. — Kelenn a raent e oa eun darn eus tud Galia o veva enni a-rumm-da-rumm dreist da goun mab-den [2], hag e oa deut an darn all eus an enezennou pella hag eus ar broiou en tu-hont d’ar Rênos, m’oant bet argaset diouto gant brezeliou diniver ha gant ar mor o c’hounit war o douarou [3].
Douaronïez ha steredoniez. — An drouized a oa ganto eur gelennadurez d’ezo o-unan diwar-benn ment ha stumm an douar hag ar bed, ha diwar-benn ar stered hag ar c’heflusk anezo. Ar studi diweza-mañ a oa talvoudek da sevel an deiziadur. Reizet e oa hemañ diouz red al loar. Ar bloavez gant ar Gelted a oa anezañ eur bloavez loar, ennañ daouzek miz a nao war-nugent noz hanter, peurreizet, a vareadou resis-mat, gant eun « adviz », d’ober klota kenetrezo ar bloavez-loar, ennañ 354 pe 355 noz hag ar bloavez-heol, ennañ 365 pe 366 deiz.
Ar Gelted o doa rannet ar badelez e mareveziou. Bez’ e oa ganto eur marevez bihan a zaou vloaz hanter, eur marevez pemp bloaz, eur marevez bras tregont vloaz. En enez-Vreiz hag en Iwerzon e raed ivez gant eur marevez tri bloaz ha gant unan seiz vloaz.
Niveroniez. — Sevel an deiziadur, keita ar bloaveziou ha ranna an amzer n’heller ket da ober hep anaout tra pe dra eus an niveroniez. Gouzout a reomp, a-hend-all, ne gile ket ar Gelted rag an niverennou bras ha na skuizent ket gant an hira hag an diaesa jedi. E 59 kent H. S., pennou an Helveted o doa graet enskriva, e lizerennou gresian, war daolennouigou, anoiou an dud gouest da embreger an armou hag, a-ziavaez d’ezo, re ar vugale hag ar gozidi. Ar vrezelourien a save da 92.000 an niver anezo ; ar gozidi, ar merc’hed hag ar vugale a oa anezo 276.000, kement-se holl a-bez oc’h ober 368.000 a dud. Aes d’eoc’h meiza pebez taol-labour e voe lakaat dre skrid war daolennou prenn eun hevelep roll anoiou ha kendaspugn kemend-all a niverennou.
N’ouzomp netra eus an anaoudegeziou a helle ar Gelted da gaout war ar ventoniez, nemet, pa ouient muzulia ha ranna an douarou ha menti ar gorread anezo, ez eo d’eomp kredi ec’h anavezent, da vihana, ar peadra a ventoniez a vez diazezet warnañ ar muzulia-douarou. An daou vuzul-gorread penna, a rae ganto Kelted Galia, kandeton ar maeziou hag an arepennis, karrezennou reiz savet, ar genta war gant, an eil war bevar-ugent ilinad (ilinadou a 44 santimetr, pe dost), ar penna muzul hed-hent, al leuga, d’ezi 5.000 ilinad, da lavarout eo hanter-kant gwech hed-tu kandeton ar maeziou, kement-se holl a ziskouez o doa Kelted ar vro-se muzuliou reiz o klota striz kenetrezo.
A-hend-all, evit sevel mellou tiez prenn kelc’hiek, d’ezo betek daou-ugent metr treuz hag, er frammadur anezo, treustou bras-meurbet derv pe fao, 17 metrad hed war 0,45 treuz [4], anat d’eoc’h e oa ret d’ar gilvizien ha d’ar saverien-diez keltiat gouzout eun dra bennak eus skiant an Nerz hag ar C’hempouez.
An dourennoniez el labour-douar hag er micheriou. — N’ouzomp ket resis penaos e rae ar Gelted gant an dourennoniez el labour-douar hag er micheriou, nemet anat eo e raent ganti alies-alies hag e meur a stumm, o veza ma ouient temza mat-tre an douarou, tenna ar metalou penna hag o c’hemmeska, oberia ar gwer hag ar pri-gwer, oberia soavon, tenna eus louzaouennou livaduriou hag intra, dre droiou-micher, ar re-mañ war wiadennou. Eveziet ez eus gant gwirionez [5] na vez gounezet kemend-all a c’halloudeziou nemet diwar daoliou-arnodi diniver, ret da genta o ijina, ha, da c’houde, o adskei hag o zrei e meur a hent dibaouez.
Al louzawouriez. — Bez’ e voe, e-touez ar Gelted, eun niver louzawourien, a boanie gant kendalc’h ha skiant. E-keit ha ma tenne ar gwez sellou ar gilvizien, ar garrerien, ar saverien listri-mor, ar rousinaerien hag ar c’hlaouaerien, e klaske piz ar wiaderien ar plantennou a helle rei livadur, hag e verke ar yac’haerien a bep doare, a founne er bed keltiek, beleien, hudourien ha mezeged, nerz ha galloud ar frouez hag eur maread louzou prad ha koadou. Anoiou keltiek a louzaouennou, meneget a zegou [6] gant ar skrivagnerien c’hresian ha roman, evel Pedanios Dioskoridês (kenta kantved goude H. S.), Plinius (kenta kantved), Marcellus Empiricus (IVet kantved), a desteni n’oa ket al louzawouriez dister-dra gant ar Gelted. Ret lavarout, ouspenn, ez eus e latin meur a ano louzeier tennet eus ar c’heltieg, evel : berula « beler », betula « bezo », vernus « gwern », larix « melwez », menta « bent », gigarus « louzaouenn an naer » [7].
Al loenoniez. — Ar Gelted a vage, dre galz, chas, kezeg, ejened, deñved ha moc’h, hag, er magerez-se, e tiskouezent, anat a-walc’h, skiant hag ampartiz, kement ha ma ’z eo reiz gortoz digant tud savet en o fazennad sevenadur. Oc’h ober dre baraduriou e klaskent gwellaat ar gouennou loened-ti ha sevel gouennou nevez : para a raent evel-se ar gouennou kezeg gant an azen hag ar c’hi gant ar bleiz. Ouspenn-se, chaseourien douet a oa anezo, o spia eveziek buhezegez ha boaziou al loened gouez : loened pevarzroadek, evned ha pesked. Kement ha ma c’hellomp merzout, e vije diwanet ker stank, er geriadur keltiek, an anoiou loened hag an anoiou louzeier. Ar gouennou loened niverus o pobla doureier, aer ha koadou Keltia a oa ganto peb a ano hag ez oa eun ano disheñvel da gement rummad diforc’het e-barz eur ouenn : brannos, krovos, lougos, vesakos, da skouer, e oa, heñvel eo, anoiou pevar doare brini. Evit loened a zo e oa an ano diouz oad ha reiz al loen, ha, pa veze eun aneval doñv an hini ’oa, diouz an implij anezañ : marka e oa ano ar marc’h-emgann ha vorêdos hini an doare marc’h a staged ouz ar c’harr skañv peder rod anvet réda. Amprestet o deus ar Romaned digant ar Gelted meur a ano loened : alauda « alc’houeder », tinka « trañch », ankorakos « par an eog », bebros « avank » [8], vertragos « levran », alkis « karo-meur », uros « ejen gouez » [9].
A-hend-all, ergerziou ar Gelted evel gobr-soudarded en hanternoz Afrika hag e mervent Azia a reas d’ezo anaout eun niver loened eus ar broiou-se, evel an olifant, ar c’hañval, al leon, ar struskañval hag ar marmouz. Abana e oa ano ar marmouz e keltieg koz hag e tremenas ar ger-se eus ar c’heltieg er germaneg (apan) [10]. N’ouzomp ket petore ano a reas ar Gelted eus an olifant hag eus ar c’hañval ; anvet eo ar c’henta cawrfil « ramsvil, ramsloen » gant Kembreiz hag an eil e oa cauurvarch « ramsvarc’h » e ano e kerneveg. *Kavaromulo ha *kavaromarkos e vije bet stumm hen-geltiek an daou ano-se [11].
Ar vezegiez. — Ar mezeg a veze graet anezañ *lêgis e keltieg Iwerzon. Tremenet eo ar ger-se, war a greder, eus ar c’heltieg d’ar germaneg (goteg lekeis) hag eus ar germaneg d’ar slaveg (leku « louzou », lekari « mezeg »).
Meurbet e veze pleustret war ar vezegiez gant ar Gelted koz. En o zouez, anat a-walc’h, evel e-touez an darnvuia eus poblou all an Henamzer, e oa anezi impli louzaouennou, traezou enep-hud, oberiou ha lavariou achantouriez, hep gwir dalvoudegez ebet : an hanter eus al louzaouennou roet gant ar yac’haer keltiat d’e glañvourien n’o doa ken nerz nemet en o faltazi ; an eil hanter anezo, avat, a helle ober vad, diboania, yac’haat a-wechou zoken. Ouspenn-se, da gredi eo e oa deut an divinourien hag an drouized, boazet ma ’z oant d’an aberzou, da anaout madik a-walc’h diabarz korf an den hag an anevaled.
E-touez Kelted Galia, e talc’has ar vezegiez da veza enoret-tre goude donedigez ar Romaned. Anat eo d’eomp, dre an enskrivaduriou, e founne enni ar vezeged, hag ar mezegezed. Ar mezeg gresian brudet Claudius Galenus (eilvet kantved goude H. S.) a zo ano gantañ en e skridou eus eur C’helt, anvet Abaskantos, a rae mezegiez e Lugudunon. Eun darn vras eus ar vezeged-se a heulie kelennadurez ha reolennou mezegiez ar C’hresianed degaset gant ar Romaned. Nemet, diouz he zu, mezegiez koz ar Gelted, gant he louzaouennou hag he strobinellou, a zalc’has da veva, dreist-holl e-touez ar bobl vunut. Er IVet kantved goude H. S., Marcellus Empiricus eus Bourdel, en e skrid De medicamentis, en deus lakaet, e-mesk kelennou tennet eus levriou ar C’hresianed, arridennadou komzou hud, enno nerz kuz e leiz, — gouez d’ezañ, — hag a zo bet savet, anat, e yez keltiek.
Eur meneg a ziforc’h a dleomp da ober eus mezeged an daoulagad (e latin medici ocularii, medici ophtalmici) [12], a heñvel beza bet stank e Galia hag en enez-Vreiz dindan aotrouniez ar Romaned. An dud ouiziek-se a oa anezo, war eun dro, mezeged hag apotikerien. Int eo a aoze al louzou a erbedent. Kavet ez eus eun niver siellou maen ma raent ganto da verka an traetou diboania a werzent d’o c’hlañvourien, ha da rei da anaout o anoiou ha doare al louzou. Unan eus ar siellou-se, kavet e Breiz-Veur war lec’hiadur Magna, a zo engravet war ar pevar zalbennig anezi ano ar mezeg-apotiker Titus Vindacius Ariovistus [13], ouz e heul, bep gwech, ano eul louzou anavezet ouz an droug daoulagad : aniketon, nardinum, khloron (diverket e oa ano ar pevare louzou) [14].
Petra e teuas da veza war an Douar-bras gouiziegez ar Gelted. — Evit kloza, e c’hellomp lavarout e oa anaoudegeziou ar Gelted kentoc’h teskadou eveziadennou piz eget skiantou gwirion : doareennou-natur a anavezent e-leiz ; n’anavezent ket, avat, al lezennou-meur a ren anezo. Gallout a reer gant kalz a wirionez, lakaat e kemm stad o gouiziegez, er c’henta kantved kent H. S., gant hini ar C’hresianed etre an Xet hag ar Vet kantved kent H. S. Hogen ar ouiziegez-se eus ar C’hresianed, daoust n’oa anezi nemet pennadou distag ha diglok, he deus ganet istoriou brudet Herodotos (Vet kantved) ha levriou ker brudet-all Aristotelès war ar plantennou, al loened, ar vezegiez, an naturouriez hag ar steredoniez (IVet kantved). Kemend-all a hallje c’hoarvezout gant Kelted an Douar-bras panevet ma teuas alouberez ar Romaned da vouga kelennadurez an drouized ha da sevel skoliou latin en Augustodunon (Autun), Trevires (Trèves), Burdigala (Bourdel), o lakaat dre se al latin e lec’h ar c’heltieg da yez ar ouiziegez. Ne voe ket, evit se, ar ouiziegez keltiek lazet trumm hag en holl d’an holl. Meur a hini eus ar c’havadennou brudeta, lakaet war ar vicherourien geltiat gant skrivagnerien ar C’hreisteiz, a zo bet graet, kredabl, end-eeun war-lerc’h an alouberez roman, etre ar bloaz 50 kent hag ar bloaz 100 goude H. S. Ouspenn-se, eun tamm pe damm eus kelennadurez an drouized a zo bet savetaet, ken gant ar skrivagnerien c’hresian pe roman, ken gant ar Gelted en em lakaas da skriva levriou e latin. Ar brudeta anezo eo Trogos (50 kent H. S. — 10 goude ?), anavezetoc’h dre e ano latinaet Cn. Pompeius Trogus [15]. Danevellour ha naturour e oa war eun dro. Eur skrid a eure War ar Plantennou hag unan-all War al Loened, hag e, savas, ouspenn, eun istor-meur eus ar Bed e 44 levr, ennañ kalz a draou pouezus diwar-benn ar Gelted, a anavezomp dre an diverradur a reas anezañ Justinus en IIet kantved goude H. S.
Ar ouiziegez gant Kelted Iwerzon. — Da heul an diskleriaduriou diwar-benn gouiziegez Kelted an Douar-bras, deut d’imp a-berz henskrivagnerien ar C’hreisteiz, ne vo ket didalvoud staga ar peadra eus kelennadurez Iwerzoniz ar Grenn-amzer, a hellfe sur pe suroc’h sevel d’ar marevez pagan [16].
a) Doueoniez ha bedoniez. — Iwerzoniz, da vihana ar re anezo a denne da bendiegeziou ar vro, a lavare diskenn eus Mile [17], mab Bile. Hogen Bile, *Belos en hen-geltieg, a heñvel beza eun ano diwar ar wrizienn bel « mervel » [18]. Dereet en dije war ar poent-se kelennadurez Iwerzoniz ouz hini ar C’halianed a dremene ar Gelted, evel ez eus bet lavaret uheloc’h, da vibien doue ar Maro.
E kredenn Iwerzon e tle diwez ar bed dont en e raok gwall-reuziou ha skoueriou a vuhez fall seurt biskoaz. Goude an emgann bras savet e Mag-Tured etre an daou rummad doueou, doueez ar brezel Bodb (*Bodua), lezanvet Morrigu « ar rouanez-veur », a ya war benruniou Iwerzon, e glann ar gwaziou-dour, en aber ar stêriou, e bodadennou an Deuzed, da embann trec’h an doueou madoberus war ar Fomoreed du. O tiougana an amzer da zont, e tezrevel evel-hen diwar-benn diwez ar bed :
« Eur bed a welin n’am laouenao ket nemeur, — An hañv divleuñv, ar saout dilaez, — Ar gwez difrouez, — Ar mor dibesk. — Ar gozidi a zeuio ganto barnedigeziou diwirion, — Ar varnerien a raio diouz fals-sturiou, — Peb brezelour a vezo trubard, — Peb den a vezo laer, — Ar mab a savo e gwele e dad, — An tad a savo e gwele e vab, — Pep-hini a vezo breur-kaer d’e vreur. — Gwasat amzer ! — Ar mab a douello e dad, — Ar vamm a vezo touellet gant he merc’h. »
Evel-se ivez, e-touez ar Skandinaved, maro ar bed hag an doueou a zeu en e raok eur mareveziad torfedou hag euz. Ar « vala » (diouganerez) a sell e doun an Amzer-da-zont hag
« E wel eno o torimellat, — Er stêriou teo, — Tud du, muntrerien, — Ha fals-touërien, — Ha gwall-lorberien — Gwragez ar re-all. »
Dont a ra war ar bed goañvou hir, erc’hus, kriz, arneou, barradou-amzer, korventennou, eun heol a skuilh dre-holl anken e-lec’h levenez. An hudurniez, ar brezel, an dizunvaniez en em astenn war an holl zouar :
« Ar vreudeur a vuntr o breudeur ; — Bugale c’hoarezed — A skuilh gwad an eil egile. — Emañ ar c’hrizder-kalon o ren dre ar bed ; — An hudurniez eo ar rouanez. — Oadvez ar c’hleze eo hag ar vouc’hal ; — Frailhet eo ar skouedou dre an hanter ; — Oadvez ar wall-amzer hag al laz eo, — Ken na varvo ar bed, — Ha n’en em esperno ken an dud, — Didruez an eil ouz egile. »
Beza a-walc’h, p’en em zere ker klok, er c’heñver-se, kelennadurez Iwerzon ha hini ar Skandinaved, e vije bet ar seurt kredenn tra voutin etre ar Gelted hag ar C’hermaned a-ziwar an Hen-amzer [19].
b) Danevellouriez. — Poblet e vije bet Iwerzon gant meur a ouenn argadourien, doueou ha tud varvel, degouezet koulz ha koulz all, darn anezo eus ar Spagn pe eus ar C’huz-heol (eus an douar lakaet gant ar mojennou d’an anaon ha d’an doueed), ar re-all eus ar C’hreisteiz, ar Sav-heol pe an Hanternoz.
Kosa argadenn e voe hini ar Fomoreed [20]. Doueou e oant hervez eun danevell a zo, tud, gouez d’eun danevell-all, anezo laeron-vor griz, gwir ziaoulien o dremmou tud. Erevent, euzadennou a oa ivez en o zouez : tud penn-gavr ha tud hep penn (evel tud dibennet e vez alies skeudennet ar re varo en hen-lennegez keltiek ha doueed ar maro e broiou-all, en Indez da skouer), tud glas o c’hen ha tud ruz o hini (kenveria henvoaz Albioniz — hag an Agathursed war an Douar-bras — d’en em liva penn-kil-ha-troad gant liou glas ar glaston « pastez-liva » hag ar c’hiz koz etrevrôadel da liva e ruz ar c’horfou maro), tud unlagadek, untroadek hag unvrec’hek (kement-se o tegas da goun an dro-gorf a hud anavezet mat dre hen-zanevellou Iwerzon : en em zerc’hel war eun troad, gant eur vrec’h hepken a-zispak hag eul lagad serret). Mentet-ramzel e oant hag e vevent diwar hemolc’h ha pesketerez. Douara a rejont en Iwerzon gant c’houec’h lestr, peb a hanter-kant paotr hag a hanter-kant plac’h warnezo.
An eil argadenn e voe hini Cessair, merc’h Bith « Bepred », a zeuas gant tri lestr. Daou anezo a benseas hag e voe beuzet kement a oa en o bourz. Treizerien an trede lestr hepken a ziskennas salo d’an douar e korn gevret Iwerzon ; Cessair eo a oa ha ganti he zad, daou baotr all, hag hanter-kant maouez yaouank [21]. Cessair an hini a stagas da zifraosta Iwerzon.
An drede argadenn e voe hini Partholon, mab Baath « ar mor », a zeuas gant dek kant a geneiled ken paotred ken merc’hed, da zouara e korn mervent Iwerzon, a faezas ar Fomoreed hag a gendalc’has da zifraosta kompezennou an enezenn. Eus ar Spagn e teue Partholon goude laza e dad, Bel e ano, a oa roue war ar vro-se.
Ar bevare argadenn e voe hini Nemed (*Nemetos) hag e vibien a dizas Iwerzon goude merdei e-pad eur bloavez hanter. Eus bro-Spagn e teuent, evel Partholon. Trec’het e voe ar Fomoreed e pevar emgann gant Nemed, hogen mervel a renkas, dambrest goude, gant eur c’hleñved-red a sammas, a-unan gantañ, 2.000 eus e dud. Kollet ganto o fenrener, e kouezas pobl Nemed dindan yeo ar Fomoreed hag a voe mac’homet euzus. Rediet e veze d’ezo rei d’ar Fomoreed an diou drederenn eus ar vugale ganet gant o gwragez, an diou drederenn eus ar bloaveziad ed ha laez diwar o farkou hag o saout.
Ar bempvet argadenn e voe hini teir foblad anvet « gwazed Bolg » Fir-Bolg, « gwazed Domna » Fir-Domnann, ha « Galianed » Galiain. An teir foblad-se a zegouezas en Iwerzon digevret, war bep a strollad listri, gwazed Bolg da genta, re Zomna da c’houde hag ar C’halianed da ziweza. Ranna a rejont etrezo Iwerzon : tud Domna a zalc’has teir eus pemp kevrennad an enezenn, tud Bolg o devoe Bro-Ulad hag ar C’halianed al Leinster [22].
Ar c’houec’hvet argadenn e voe hini « tud doue Dana » Tuatha De Danann. Dont a rejont eus an neñv e-touez eul latarenn, gouez d’an doare-danevell a ra anezo doueou. Hervez an hini a ra anezo tud varvel, « e vijent deut dre vagou eus an inizi en Hanternoz ar bed, m’o doa desket enno ar skiantou hag ar breou, an drouiziez, an hudouriez hag ar gwidreou. Kement-se eo o lakeas trec’h d’ar poblou all. » Degas a rejont ganto pevar zra hag a rae marz : eur maen, eur goaf, eur c’hleze hag eur gaoter. Ar maen, a voe lakaet e Temair (Tara) a save dioutañ eur garm a hud dindan pep roue reiz o tont da ren war Iwerzon. Ar goaf a dalveze an trec’h da neb e zalc’he en e zourn. Den n’halle tec’hout diouz ar c’hleze kerkent ha m’edo dic’houinet. Kement hini a zebre eus ar gaoter a guitae ha gantañ anaoudegez-vat.
Kenta a rejont, goude douara en Iwerzon, e voe pulluc’ha o listri, da beurvouga en o c’halon pep mennad a zistro. Eur bras a emgann a renjont e kompezenn Mag-Tured ouz ar Fomoreed hag an teir foblad kevredet, Fir-Bolg, Fir-Domnann, Galiain. O faeza a rejont ha perc’henna Iwerzon.
O rener en o stourm ouz ar Fomoreed e oa Lug ( = *Lugus, tro-c’henidik *Lugôs) mab Cian (= *Kênos « Pell »), an doue e vil vicher ha mestr-touet war bephini anezo, a beb eil ha war eun dro marc’heg (*Markakos), karrvlenier (*Karbantarios, Essedarios) soudard (Kinges, Gaisatios), saver-krenvlec’hiou (*Ratarios), merdead (Moritex), mezeg (*Legis), hudour (Toutakos ), gov (*Gobans), aremour (*Kerdastos), h. a. [23].
Ar seizvet argadenn a voe hini mibien Mile, anvet ivez Goedeli « Gouezeled » [24]. Eus ar Spagn e tegouezjont [25] hag e kemerjont an enezenn digant tud Dana o virout an hanternoz, ar c’hornog hag ar mervent. Lezet e voe al Leinster gant an henvroiz ha roet d’ezo da roue eun « den a Zomna » Fer-Domnann.
An eizvet argadenn a voe kaset da benn gant eur meuriad Breiziz a rae Iwerzoniz anezo « tud Fidga », Fir-Fidga, Tuath Fidga. Kalz a zroug a rejont da Vileziz gant o armou kontammet.
Neuze eo e c’hoarvezas an navet argadenn, hini ar Bikted [26], a zouaras e korn kreisteiz Iwerzon. En em gevredi a reas Mileziz ganto hag a drugarez d’o skoazel, e voent trec’h da dud Fidga. Rei a rejont neuze intañvezed ar vrezelourien a ouenn « Mile » a oa marvet war vor da briedou d’ar Bikted, ha redia ar re-mañ, goude-se, da gas o annez da enez-Vreiz.
Gwall-ziaes eo ober en danevellou koz-se perz ar vojenn ha hini an istor. Setu amañ, hervez eun lien-skrid, penaos e vije bet neuziet ha speredet ar re benna eus alouberien goz Iwerzon :
« Kement a zo gwenn o c’hroc’hen, gell o bleo, her, leun a enor, dizaon, tud d’ober berz, brokus da zarnaoui douarou, danvez, bizeier, ha na grenont ket rak ar c’hrogad nag an emgann, ar re-se a zo diwar vibien Mile en Iwerzon.
« Kement-hini a zo melen o bleo, droukrañsus, mentet-uhel hag holl-breizer ; kement-hini a gar ar sonerez, ar vistri war sonerez hag an dihuedou, a ziskouez beza akuit e skiantou an drouized hag an hudourien, ar re-se a zo a-ouenn gant tud doue Dana en Iwerzon.
« Kement-hini a zo du o bleo, teodek, yud, gaouiat, safarer, hag a denn dispriz ; kement den ezommek, loudour, kantread, berr-boell, garo ha fall da zigemer ostiz ; pep sklav, pep laer displed, pep koueriad ; kement ha na garont ket ar sonerez hag an diduell, trubuilherien pep kuzuliadeg ha pep bodadenn, aozerien an dispac’h e-mesk ar bobl, ar re-se eo diskennidi ar « Fir-Bolg, Galiain, Liogairne, Fir-Domnann » en Iwerzon. Hogen mibien ar « Fir-Bolg » eo an niverusa en o zouez » [27].
- ↑ En Edda, ar vala, an diouganerez, a sell dre hec’h ambren en Amzer-da-zont goude dismantridigez ar bed hag an doueou, hag « E wel o sevel — En-dro — A-greiz ar mor an douar — Glasvez-holl ; — Al lammdouriou a gouez, — An erer a gemer e nij — Hag eus lein ar meneziou — A blav da dizout e breiz ». Neuze ar parkou, hag int lezet dihad, a daol trevadou ; diwez a zo da bep gwall ; an doueou madoberus a zo adc’hanet, hag a zaou-zen, maget gant ar gliz, e sav eur ouenn-dud nevez da adbobla an douar
- ↑ Evel-se ivez, en enez-Vreiz, er c’henta kantved kent H. S., e c’houied e tiskenne eun darn eus ar bobl eus an hen-vroiz hag e oa deut ar peb all a C’halia (Kaesar).
- ↑ Ar Gresian Timagenos (80-5 kent H. S.) eo en deus miret d’imp ar pennad pouezus-se eus kelennadurez an drouized. Sellit diwar e benn d’Arbois de Jubainville, Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes, pp. 210-230.
- ↑ Hounnez eo ment treustou bet kavet, en hon amzer, e dismantrou an tiez keltiek, nemet re vrasoc’h c’hoaz a dlee beza anezo, sur a-walc’h.
- ↑ C. Jullian, Histoire de la Gaule, II, p. 396.
- ↑ Baditis « loa-zour », ratis « radenn », visumâros « melchon », pempedula « pemp-delienn », vettonika « betonig », kalliomarkos « troad-marc’h », tarvotabation (?) « hedledan », hag all.
- ↑ Evit berula, betula ha vernus, ez eo anat-mat an orin keltiek anezo ; arvarus eo orin ar re-all. Briz-latin Galia eo vernus ; n’eo ket bet degemeret e latin ar broiou all (Spagn, Itali) pe e yez al lennegez. Larix a zo distreset : gwirhenvel e oa *darix stumm keltiek an ano-se. A ouenn geltiek eo ano gallek al larix : mélèze « melwez ». A-zivout lemiga (VIIIvet kantved), *lemika « Pleurotus ulmarius », lenn Thomas, Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus, 1922, pp. 149-50. Diwar-benn an daouad keltiek *yuppo (aet da romaneg giop « jenevreg » e yez an Engadina-Uhela), *yupiko (aet da romaneg gioc « jenevreg » e yez an Engadina-Izela), kenveria ioupikellouson « jenevreg », hervez Dioskorides, an eil gevrenn en heman a vije *lusso, eus lussu « louzou », Rev. celt. 1924, p. 197. Geriou keltiek all o deus dalc’het da veva e yez an Engadina : cassanu « derv », verna « gwern », beione « rousin », barr « bod », nantu, renu « gouer, gwaz », fruda, froda « froud, lammdour », bric, « bre, torgenn », banna « korn », capanna « log », h. a. Rev. celt. 1897, p. 120 ; 1913, pp. 116-7.
- ↑ Ar ger-se a zo aet da befer e kerneveg. Hor ger avank a zalc’h lec’h eur ger hengeltiek abonakos diwanet eus abona « aven ».
- ↑ Darn eus ar geriou latin-se a ouenn geltiek a zo manet e yez romanek Galia : alauda, tinca, biber, vertragus a zo deut da veza e galleg « alone, tanche, bièvre, veltre.
- ↑ Abana a oa d’ezan marteze eun adstumm dre p a gaver e-touez ar Geltibered. War unan eus an enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-roman kavet en Estremadura, e lenner Apana Leuri filia « Apana merc’h Leuros ». Leuros a hanval beza keltiek ha hena stumm an iwerzoneg lour, leor, lor « bastus, a-walc’h ». A c’hellje beza e vije Apana henvelc’her gant abana « marmouz ». Stumm keltiek a zo gant anoiou-all war an enskrivaduriou-se : Lubacnus Tancini filius « Lubaknos mab Tankinos », Toncius Toncetami filius « Tonkios mab Tonketamos ». h. a. Rev. celt. 1910, p. 129 ; 1896, p. 110-1. — Libuek e tiskouez beza andon ar c’heltieg abana « marmouz ». Kenveria an nubianeg breman abalan « marmouz », liester abalani, Homburger, Les langues négro-africaines et les peuples qui les parlent, 1941, p. 216.
- ↑ Ar c’hembraeg cawr, kerneveg cauur, diwar eun hen-geltieg kavaros « ramz », a zo keur ar stumm brezonek anezan e keureug « rams-eog ».
- ↑ Hor ger brezonek koz mezeg a zeu eus al latin medicus, evel ma teu gramadeg eus grammatica. Amprestet int bet o daou da vare dalc’h ar Romaned.
- ↑ Keltiek eo ano ha lezano ar mezeg-se : Vindacius, pe gentoc’h Vindakios, a zo diwar vindos « gwenn » ; Ariovistos a zo bet, en IIet kantved kent H. S., ano eur roue kelt eus an Itali.
- ↑ Aniketon, ger gresianek da lavarout « didrec’hus », dre ma kreded e oa al louzou-se trec’h d’ar re-all ; nardinum, ennañ spikanardenn ; — khloron, eus ar gresianeg khlorôs « glas », en abeg d’e liou glas.
- ↑ Eur C’helt e oa eus meuriad ar Vokonted, a oa Vasio (Vaison) ar gêr-benn anezo. E dad-koz en doa brezelekaet er Spagn dindan Pompeius Magnus (76-71 kent H. S.) hag a oa bet graet gantañ bourc’hiz Roma. Ac’hano e kemeras e diegez an ano a Bompeius. Kemeret e oa bet e dad da jubenn ha da gannad gant Kaesar e-pad brezel Galia. Trogos a ouie, war eun dro, ar c’heltieg, al latin hag ar gresianeg. E istor, Historiae philippicae e ano, a zeraoue gant Ninus, roue an Assirianed, hag a gloze er bloaz 9 kent H. S. Skriva eun istor-meur a oa eun dezo dizanat c’hoaz d’ar Romaned. Trogos a henvel beza bet skañv a-walc’h e bluenn : gouzout a ouie bevaat e zanvez dre daolenni broiou ha diskleria plantennou ha loened. Gouzout a reomp e oa prizet uhel gantañ e zlead a zanevellour hag e tamalle taer d’an danevellourien roman Titus Livius ha Sallustius beza prestet da dud brudet en Istor prezegennou diwar o daouarn o-unan.
- ↑ Gwaz a se, nevesaet ha distummet eo bet skridou gouiziek Iwerzon gant lenneien a oa aet doun en o spered levezon ar Skritur-Sakr ha gouiziegez ar C’hresianed hag ar Romaned.
- ↑ Mile, tro-c’henel Miled, a c’houlenn en e raok eur furm hen-geltiek, *Miles, tro-c’henel *Miletos. Eur bezskrid kelt-ha-roman eus ar Bannonia Izela a gaver ennañ an ano den Miletumaros « bras evel Miles ».
- ↑ Ac’hano an hen-geltieg *ate-beli « e varv », *atebelant « e varvont », deut diwarno en iwerzoneg epil, atbalat.
- ↑ Lakaet ez eus ivez e c’hallje beza eun amprest eus Iwerzoniz digant Skandinaviz, nemet ar c’hontrol e ve ; gwelet ez eus enni, ouspenn, faltaziou diwanet diwar eur menoz kristen bennak.
- ↑ Arvarus ster ar ger Fomore : « boud dindanvorek » hervez darn, « ramz » hervez darn-all.
- ↑ Lakaet en deus an aotrou Rhys e c’hellje Cessair derc’hel lec’h eun doare-ger *Kestaris, diwar eur stumm kosoc’h *Kassitaris, *Kassiteris. Degaset en deus da goun e veze graet a-wechou eus Iwerzon « enez Cessair » en henskridou iwerzonek, hag en deus lakaet ar ger-se e kemm gant ar ger gresianek kassiteros a dalv, er skridou homerek (war-dro 800 kent H. S.), da verka ar staen. Hogen keltiek e orin, heñvel a-walc’h, e vije kassiteros. Eun ano-doarea er bazenn-gevatal e vije, a dalvoudegez gant « ken hetus, a het kement » diveret eus eur benrann-ger kassi-, « kaer, hetus, a het ». Ar Gelted, gounezet ganto enezennou ar gwalarn ha laouenaet gant ar c’hounidegez-se, o dije graet eus Breiz-Veur hag Iwerzon « an enezennou ker kaer ha ker kaer, hetus, dudius » (Kassiteras d’al liesder, pe Kassiterai, Kassiterê d’an niver-daou. Alies e c’hoarvez e vez graet eus eur metal ano ar vro a ro anezañ : evel-se, da skouer, e teu ano ar c’houevr eus Kupros, ano eun enezenn, hag, e galleg, bronze eus Brundusium, ano-kêr.
- ↑ An teir foblad-se a zalc’h, en dezrevellou-meur, eul lec’h a bouez e-touez enebourien Kunokobros, Stetantios ha brezelourien Bro-Ulad, anezo ar gadourien vuia-karet gant ar fileed. An hevelep tu-ouz-tu a weler e lizeradur an hen-zoueou : diouz an eil tu, doueou mat an deiz, an amzer gaer hag ar vuhez, a raed anezo Tuatha De Danann ; diouz an tu-all, doueou fall ar maro, ar wall-amzer hag an noz, a anved Fomoreed. Ouz ar re-mañ e staged, e lennegez Iwerzon, ar penna eus an teir foblad enebourez a stourme outo kadourien Bro-Ulad : graet e vez a-wechou eus pen-rener ar Fomoreed dê Domnand « doue Domna ».
- ↑ Diwar-benn an doue Lug, lenn pennad J. Loth war ar Rev. archéol. 1914, pp. 205-28 : Le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves.
- ↑ Ar Skoted eo, Scoti er skridou latin.
- ↑ E skridou iwerzonek ar Grenn-amzer, techet da drei an hengouniou diouz skouer Evhemer, Bro-Spagn he deus kemeret lec’h bro an anaon hag an doueed, « ar c’hant hanter-kant enezenn bell » a sav e goueled ar C’huz-heol, en tu-hont da goummou ar mor-Bras. Da lakaat e kemm « an enezennou pella » ma oa deut ac’hano eun darn eus poblou Galia, diouz ma kelenne drouized ar vro-se.
- ↑ E skridou Iwerzon e vez graet a-wechou eus ar Bikted Cruithni, tro-envel unan Cruithne, a zalc’h lec’h eur ger koz *Qritanii, tro-envel unan *Qritanios. Aliesoc’h ec’h anver anezo Cruithnig eus an ano-bro Cruithne a verk Breiz-Veur hag a c’houlenn a-raozañ eur furm koz *Qritania, *Qretania. E keltieg an Douar-bras e lavared *Pretanis, *Pritanis. Ac’hane an hen-gembraeg Priten, diwezatoc’h Prydyn, Prydein ha Prydain, a verk bro-Skoz, brezoneg Preden (en ano-lec’h Lopreden). Eun dra da evesaat eo kement-man : ha d’ar Vrezoned ober eus enez-Vreiz enez-Preden, biskoaz n’o deus tennet eus an ano-bro-se eun ano brôadel d’en em envel i o-unan. Predeniz a zo chomet bepred en o yez an ano a lakent d’o enebourien, ar Bikted, aet a-dolpad da veva e kevrenn hanternoz an enezenn. Douar estren bet trevadennet ganto eo manet enez-Preden evit ar Vrezoned (J. Loth). — An ano laket d’ar Bikted er skridou latin, Picti, Picti Brittoni, a dalv « ar re a zo livet o c’hen, ar re broudvrizellet o c’hen ». Bez’ ez eus bet e keltieg an Douar-bras eur ger *pixto (*qixto e keltieg Iwerzon) a dalv kement ha « engrava, skulta, tatoua, broudvrizella, skejvrizella ar c’hroc’hen ». Hen kavout a raer e lies ano pobl ha den : Pixtones (vulgo Pictones}, Pixtillos, Pixtogenos, Pixtilankios, h. a.
- ↑ Duald Mac Firbis, danevellour iwerzoniat eus ar XVIIet kantved, eo en deus miret d’eomp ar pennad-se, a zo kollet al levr koz m’en doa e dennet dioutañ.