Lavaromp hepken e reas ouspenn sevel oberiaduriou e metal, evel kroaz Kong, kalir Ardagh, kammell eskob Lismor, spilhenn-alc’houez Tara ; graet en deus berz ivez en eun dachenn a oa bet krenn dizanat d’an arz keltiek pagan : enlivadur an dournskridou.
Ar Gelted koz o deus gouezet ober gant an darnvuia eus an danveziou a reer ganto hizio : aour, arc’hant, ploum, kouevr, staen, arem, houarn, askorn, prenn, pri, goularz, goural, gwer, lin, kouarc’h (kanab), gloan ha ler.
Ar pep brasa eus ijinerez ar Gelted e oa an tenna hag al labourat metalou.
Ar mengleuziou metal. — Eus ar Vet d’ar c’henta kantved kent H. S. n’oa ket bet c’hoaz gweleadou metal Europa paouret evel m’emaint breman da heul ouspenn tregont kantved a c’hounidigez start ha dibaouez. Founnus e oa an holl vetalou, ken ar re uhelbriz, ken ar re dalvoudeka, e kement korn eus ar bed keltiek koz.
Ar re-mañ e oa ar mengleuziou penna a c’hounezed neuze :
Aour : e kreizenn ha reter Europa, mengleuziou ha dilavlec’hiou bro an Daurisked ; dilavlec’hiou ar Salased, en Alpou ; mengleuziou an uhelenn treuziet gant ar steriou anvet Maris ha Samos (Transilvania bremañ) ; — en Italia, mengleuziou Verkellae ; — en Europ ar c’hornog, mengleuziou aour Galia (re Volked Tolosa hag an Darbelled e oa ar re binvidika anezo) ; mengleuziou aour ar Spagn ; mengleuziou aour Iwerzon.
Arc’hant : e kornog Europa, mengleuziou arc’hant ar Spagn, a oa pinvidik souezus. Ker stank e kaved enno ar metal-se ma rae an Durdetaned, pobl iberiat, en IIIvet kantved kent H. S., tonnellou arc’hant ; prezebou arc’hant a savent ivez d’o c’hezeg ; mengleuziou Galia, bihan, stank-stank avat ha skignet dre ar vro a-bez : re venez Kebennon e oa ar re binvidika ; mengleuziou arc’hant enez-Vreiz hag Iwerzon.
Houarn : e kreizenn Europa mengleuziou brudet an Daurisked, re ar Gotined (Silezia) ; — e kornog Europa mengleuziou houarn Galia ; mengleuziou houarn ar Spagn ; re enez-Vreiz hag Iwerzon.
Kouevr : e kreiz Europa ez eus bet, hep mar, mengleu-