ziou kouevr gounezet, nemet ne deu ger diwar o fenn gant skrivagnerien an Henamzer ; — en Italia, mengleuziou Bergamon ; — e kornog Europa, mengleuziou Galia (hogozik koazet er marevez keltiek, nemet re an Alpou hag Aquitania) ; mengleuziou ar Spagn ; mengleuziou enez-Vreiz hag Iwerzon.
Staen : e kornog an Europ, mengleuziou ar Spagn ha Galia peuz-diviet er c’henta kantved kent H. S. ; mengleuziou enez-Vreiz, gounezet diwar ar c’henta kantved kent H. S., hag a-raok marteze, a bourveze an Europ d’ar mare kelt-ha-roman.
Ploum : eun niver a vengleuziou er Spagn, e Galia, e Breiz-Veur hag e kreiz Europa.
Eus holl vroiou ar bed hen-geltiek, ar Spagn e oa ar vetalusa. Stank ha stank e veze kavet en he douar an holl vetalou war eun dro. « Pep menez, pep krec’henn a Vro-Spagn », eme ar beajour gresian Poseidonios (kenta kantved kent H. S.), « a ziskouez beza eur bern danvez-moneiz aozet gant dourn an doueed ». War-lerc’h e teue Galia gant he mengleuziou aour hag houarn pinvidik, ha, goude, bro an Daurisked, ma kaved enni ivez an daou vetal-se, enez-Vreiz hag Iwerzon ha d’ezo, ouspenn an aour hag an houarn, mengleuziou staen, kouevr ha ploum founnus-dreist.
Edo an holl vengleuziou-se e barr o gounidegez da vare ar Gelted. Gant ar Gelted e oa bet digoret eun darn anezo, nemet, evit an darnvuia, e oant gounezet gant an henvroidi pell kent donedigez ar Gelted. Gant an Ibered e oa gounezet mengleuziou ar Spagn ha gant al Ligured re C’halia ; mengleuziou aour Iwerzon a heñvel beza bet e barr o ampled etre an XXet hag an Xet kantved kent H. S., da lavarout eo d’eur mare n’oa ket c’hoaz, anat a-walc’h, a Gelted en enezenn-se : an aour eus Iwerzon, graet troiou-gouzoug anezañ, a veze neuze skignet gant ar c’henwerz-mor dre enez-Vreiz, e gwalarn Galia ha betek er Skandinavia.
Dindan mestroniez ar Romaned, e voe dalc’het da c’hounid ar mengleuziou startoc’h eget biskoaz ; neuze eo e voe peur-ziviet an darnvuia eus mengleuziou aour Gaiia hag e reas mengleuziou houarn enez-Vreiz o founn puilha.
Lezet o deus ar Gelted koz, eus o labour-mengleuzia birvidik, kalz a verkou a c’heller gwelout hizio c’hoaz : roudou toullou, puñsou, hentou dindan douar ; dismantrou forniou da deuzi ha da bura ar metalou, berniou koc’hiennou ha,