Mediolanon (Evreux), hag a zoug engravet war e sijenn an ano keltiek Esumopas ;
2) delwennou anevaled en arem : moc’h gouez, kirvi, ejened, kezeg, hag all ;
3) ar spilhou-alc’houez a reer anezo « spilhou-loen-heñvel » dre ma skeudennont peurliesa loened trôet da ornadur pe linennekaet (stilizet) : kirvi, kezeg-mor, tirvi, konikled, gleskered, evned, pesked, a zo an drolinenn anezo trouc’het treuz-didreuz er metal. Arem peurvuia hag a-wechou arc’hant eo ar spilhou-se. Kaeraet int alies gant prigwer ruz, glas, gwer pe wenn. Pennlec’h an obererez anezo a heñvel beza bet ar Belgium.
E-touez an ijinou niverus degaset da Gelted an douar-bras gant ar Romaned : saverez-tier, benerez, liverez, leur-varigellerez, poderez-gwer, e venegimp hepken ar maengizellerez, gouestlet ken d’an doueed, ken d’ar re varo, a vleunias eus ar c’henta dreist-holl e-mesk Kelted Bro-C’hall. N’eo ket en defe savet taoliou-micher : hini ebet eus an izelvosou pe an delwennou, deut d’eomp diwar dourn ar Gelted, ne sav en tu-hont d’ar « peuz-vat ». Diskleriadur a rôont avat, eus an talvoudusa, war doueed ha micheriou Kelted an douar-bras, ar C’halianed dreist-holl, er c’henta, en eil, hag en trivet kantved goude H. S.
Petra a zeuas da veza an arz keltiek en enez-Vreiz hag en Iwerzon. — An arz keltiek, e kevrenn enez-Vreiz na sente ket ouz Roma, n’eo ket bet peurvouget gant an arz kreisteizel ; e lec’hiou-zo, gwirheñvel eo, e talc’has da veva betek derou an oadvez kristen. Iwerzon a oa manet bepred frank diouz ar yeo roman ; enni eo e voe an arz keltiek miret ar gwella. Derc’hel a reas da veva ha da deurel peziou-labour ar c’haera e-kerz ar pemp kantved kenta eus hon oadvez.
Donedigez ar Gristeniez (pempvet kantved goude H. S.) a zegasas en Iwerzon, evel e Breiz-Veur, anaoudegez eun danveziou linennek eus an doare-ornadur a voe heuliet en Italia hag e Bro-C’hres, adalek ar IVet hag ar Vet kantved hag a c’heller envel « doare-ornadur Itali-Buzantion ». An danveziou-se : glazuriou, gweaduriou, hag all, keltaet evit an darnvuia, ha kemmesket ijinek gant danveziou doare-ornadur an Ten, o deus ganet eun arz nevez a anver « an arz keltiek kristen ». Komz amañ eus an taoliou-micher en deus savet e vije mont en tu-hont da vennad hon labour.