ar vicherourien geltiat da skeudenni ar pez a welent en-dro d’ezo, da genta an anevaled hag an traou a rôent perz d’ezo en o lidou sakr pe er brezel : skeudennou loened a gaeraas an togou-houarn, ar skouedou, an dournellou kontellou ; moc’h gouez a voe pintet e penn fustou an arouezintiou-brezel ; pennou fromus a savas war staon ha war aroz listri-mor ; loened, pe wirion pe faltazius, a ornas feuriou pe laonennou ar c’hlezeier, aremennou ar gwiskamant, sterniou ar c’hezeg emgann. Loened faltazius a voe livet war al listri pri.
Engraverien a stummas war ar peziou moneiz skeudenn binviou al lidou sakr : an delenn a eile ar c’han-pedi, krib ar pennadou bleo gouestlet d’an doueed, an trebeziou, listri ha kaoteriou ar sakrifisou, rod an heol, lagad an deiz, kresk al loar, ar melchon, ar bederdelien, ar bodig glas ; anevaled ar marvailhou brôadel : kezeg dishual o taoulammat, bleizi, moc’h gouez, arzed, erered ha naered ; ardameziou brezel : kleze, « karnux » pe trompilh emgann, goaf, penn trouc’het an enebour.
An holl skeudennou-se n’int ket fall : eun darn anezo a zo buhezek ; neuziet int garo ha nerzus ha treset asur, rik ha gwirion. Rouez eo ar re-se, avat, hag en arz keltiek, ne vern e pe vare e verzer ervat dic’halloud an arzour, pa venn skeudenni an noueañsou beo, hag ar pleg didrec’hus e denn dalc’hmat d’an ornadurez linennek. Eur c’halz eus ar furmiou den pe aneval a weler kizellet pe vorzoliet war an oberiaduriou keltiek a zo, evel ma vez lavaret, « linennekaet » (stilizet), da lavarout eo trôet da gempennadur, da zanvez ornadurez.
Petra a zeuas da veza an arz keltiek war an douar-bras. — An arz keltiek n’eo ket bet mouget en eun taol gant an arz gresian ha roman : e Galia, da skouer, e-pad an oadvez roman e voe savet gant tud ar vro eur rummad traou a zalc’h da bara enno stumm anat an ijinerez keltiek. Menegomp en o zouez :
1) gwennou (masklou) graet gant follennou arem pe arc’hant e doare dremmou tud, neuziet-gourt hag enno na buhez na santidigez ; profou koun ez int, moarvat ; — pennou merc’hed en arem ; — delwennou bihan merc’hed e noaz en arem ivez. Ar gwella eus an holl oberiaduriou-se eo eur penn plac’h pe baotr yaouank divarv, bet kavet e-kichen