Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
an arz hag an ijinerez

deont ket a-enep d’al lezenn-se. Ganto e weler an arz o para hogozik hepken dre gened pe goantiz ar furmiou rôet d’ar c’hlezeier, d’an hern goafiou, d’ar gouglezeier, d’ar skouedou, d’an togouhouarn, d’an troiou-gouzoug pe vrec’h, d’ar spilhou-alc’houez, d’al listri, hag, ouspenn-se, dre an ornaduriou peurlinennek o deus engravet, kizellet, koagrennet pe voulet.

An ornaduriou-se a vez anezo poentou, linennou eeun, kamm pe wagennek (kamm-digamm), oc’h ober tric’horniou, pevarc’horniou, drezennou, kelc’hiou, viñsou, hag all. Steuet int kevret e kant ha kant a c’hiziou gant ijin bras hag ivez alies gant kalz a skiant-vlaz, o veza ma oar hogozik atao ar c’hempennour dibab e zanveziou ornadur a zoare, d’ezo da glota dereat kenetrezo.

Eul linenner ha neket eur skeudenner e oa anezañ. Ne glaske ket, en e oberou, mont diouz ar pez a wele en-dro d’ezañ ; ne gare ket, evel ar Gresian, heñvelekaat ar vuhez ; poania a rae da groui, da gaeraat, hag e loske e faltazi da redek. Darn eus an traou ijinet gant ar Gelted, dre o furm neuziet-flour hag o ornadur kenedus, a zo damdost ken klok ken n’oufed hizio, gant holl aezamantou hon arz hag hon ijinerez bremañ, ober en tu-hont d’ezo. Bez’ ez eus diwarno gweskennou oberiet kaer-tre, gouglezeier houarn gant dournellou ha feuriou arem a dalvoudegez vras ; ar pep gwella, avat, evit studia an arz keltiek eo an troiou gouzoug pe vrec’h hag ar spilhennou-alc’houez.


An tresa traou skeudennek. — Beza re drec’h dioc’h eun tu a ra d’an den alies beza koll dioc’h eun tu-all. Ar vailhded gounezet gant ar vicherourien geltiat en ornadurez linennek a lakaas anezo deskarded pa vennjont, war skouer Kreisteiziz, dont da dresa skeudennou.

War-dro an IIIet kantved kent H. S. hepken [1], e stagas

  1. N’heller ket lakaat war ano ar Gelted ar pevar rummad-mañ a skeudennou eus an Europ ragistorek : 1) an engravaduriou war rec’hier eus ar Skandinavia, garo meurbet, o skeudenni bagou, kirri, eler, rodou-heol hag all ; 2) an engravaduriou war rec’hier eus al Liguria, garo-tre ivez, o skeudenni ejened stag ouz eler pe ogedou, brezelourien, armou hag all ; 3) ar mein-hir furm-den eus Bro-C’hall ; 4) engravaduriou ar « situlae » pe kelorniou arem eus kreiz Europa, o skeudenni prosesionou, festou, redadegou kirri. Ar c’henta rummad a zo diwar dourn ar C’hermaned, an eil diwar dourn al Ligured : an trede a zo bet savet gant pobladou rak-keltiek Galia, ar pevare gant ar vistri-vinterien illiriat pe sigun.