Keltia a oa enni peurvaniou d’al loened dre gant ha kant hag a bep doare. Pradeier dourek geotet stank, hir ha druz, foenneier tirienn o geotennou saourek, lanneier, balaneier, brugeier ha radenneier, bevennou ha frankizennou ar c’hoadou bras, dervenneier ha favenneier da vare ar mez hag ar finij, en em eile war hed leoiadou ha leoiadou c’hoaz, eus aod ar mor ha glann ar stêriou bras betek erc’hegou uhel an Alpou. Geoteier ha koadeier a ginnige dre-holl d’ar chatal peuri ha gouzer dreist d’an ezommou. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., edo da vihana ker puilh ar foenn hag an edou.
Gant-se, magerien vat a loened ez oa ar Gelted. Unan eus kosa skrivagnerien c’hresian o deus komzet eus Keltia [1] a ra anezi eur vagerez vras a chatal hag ar re a zeu war e lerc’h ne reont ken nemet harpa e lavar.
Prizeta furm ar binvidigez gant ar Gelted ez oa an tropellou, dre ma oa an aesa hini da gas ganto ha da zilec’hia diouz o c’hoant, gouez da Bolubios. Darn eus o meuriadou a heñvel zoken beza bet anezo mesaerien ha magerien-chatal kentoc’h eget labourerien-douar. Evelse ez oa ar Geltiked a veve stlabezet e bourc’hiouigou eus kornog bro-Spagn, ar c’houec’h poblad keltiberiat a zalc’he an uhelennou ma tarz diouto mammennou an Tagos hag an Durios, hag ivez meur a veuriad eus enez-Vreiz. Kaesar, er c’henta kantved kent H. S., a laka evez pegen stank edo ar chatal er vro ziweza-mañ.
War an hevelep mare, e kemenn Varro da berc’henned domaniou bras ma kemerfent kentoc’h Kelted da vesaerien. « Dereat int kenañ ouz al labour-se », emezañ, « dreist-holl pa vez d’ober war-dro loened-samm. » Hag e tezrevell kement a zo ret da zanvez eur mesaer mat hag a gaver er Gelted : « Eur paotr kreñv e tle beza, gouest da zibrada ar c’hargou evit samma al loened, mat da gerzout, sart ha ouesk, fram-
- ↑ Skrivagner dizano eus ar IVe kantved kent H. S., bet miret d’imp pennadou dioutañ gant Dionusios a Halikarnas (kenta kantved kent H. S.)