voezenn, gant kribou dre zourn. Kolo heiz, « flour-tre d’an ejened », a veze miret evito. Gant soul mell ne veze ket tôet : devet e veze alies ha marteze lakaet da demz al ludu dioutañ.
Er c’henta kantved eus hor rann-amzer, Kelted Galia o doa ijinet eun doare mederez ma raed ganti war zouarou plaen hag en domaniou bras. Eur seurt tumporell e oa war ziou rod, bountet gant eun ejen, ha dent houarn er penn a-raok anezañ da ziframma ar pennou-ed. Ar re-mañ a goueze en tumporell e-lec’h en em zaspugnent. Evel-se e veze aet buanoc’h gant ar medi ha graet gant an nebeuta tud ha loened [1].
Ar Gelted, da drouc’ha foenn, a rae gant ar falc’h vras dizanat da Greisteiziz. A drugarez d’ar beñveg-se e c’hellent ivez mont buan gant al labour, talvoudusa tra war zomaniou bras hag e temz-amzer hedro Keltia.
Karrdiou, grignoliou war beuliou pe dindan zouar. — Da serri an eostou ken na vijent dournet, e rae Kelted enez-Vreiz hag an Douar-bras gant tiez ec’hon a dalveze da zourndiou, ma chelled dourna an ed enno ez arouarek hag er gwasked. Er Spagn e weled war ar maeziou grignoliou savet a-us d’an douar war beuliou prenn. En hevelep bro, en enez-Vreiz, en Dhrakia hag er C’halatia, ez oa grignoliou dindan-zouar, a ra ar Roman Varro ar veuleudi anezo en e skrid De re rustica : « Er strad anezo », emezañ, « al leur a zo streouet a golo. Ne deus en o diabarz na glebor, na sourrad avel, rak n’o digorer nepred nemet ha ret e ve mont d’an arboelladenn. Hanter-kant vloaz e vez miret an ed enno, hag ar mell eur c’hantved. »
An dourna hag an niza greun. — Da zistaga ar greun e raed gant ar freilh. An daou hent all a ra Plinius Secundus meneg anezo, 1) flastra an toc’had ed dindan treid ar c’hezekenned ; 2) freuza anezo war al leur gant eur seurt oged (tribulum), n’eus ket da gredi o dije ar Gelted graet nemeur ganto.
Da niza greun, e raed gant ar c’hrôuer a oa añvet krêtron en enez-Vreiz hag en Iwerzon [2].
- ↑ Lenn koulskoude pez a lavar, diwar-benn mederez ar C’halianed, ar c’homandant Lefebvre des Noëttes en e levr L’Attelage et le Cheval de selle à travers les âges, I, 1931, p. 95.
- ↑ Krêtron a zo deut da criathar en hen-iwerzoneg, croider e kerneveg ha croezr e brezoneg-krenn (krouer bremañ). — Diwar-benn an dibri edennou kras, ar mala hag ar pibi, ar bleud (blâto-), ar bara (*baragos) hag ar yod, an aoza bïer (kourmi, kervesu) ha mez pe chufere (medus), gwelout an dekvet pennad, trede kevrenn.