Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
notennou diwar-benn ar gelted koz

degemeret e briz-latin Galia, a zo bet miret e yez romanek ar vro-se ; hizio c’hoaz, e departamant an « Aube », e reer an ano a rande eus an torosennou a zo bet kemeret da vonnou etre ar c’humunou.


Ar binviou labour-douar. — Penna binviou labour-douar e oa ar bigell, ar bal, ar rañv (*rama, *ramia), ar rastell-brenn, ar filzier hag ar fllc’hier a bep ment en arem pe houarn, an oged (*okita), an alar.

Daou zoare eler a oa :

1) an alar dirod ha digontell, ar c’hosa hag an anavezeta ; aratron an hen-Arianed e oa-heñ ; n’oa nemetañ, gwirheñvel, a gement a vije graet gantañ, er c’henta kantved eus hon oadvez kristen, e-touez Breiziz hag Iwerzoniz ;

2) an alar war gilhorou ha kontellek, a oa bet ijinet gant eur boblad keltiek pe geltaet eus an Alpou, ar Raeted. Plaumorati a raed eus an alar-se. Amprestet eo bet digant ar Gelted an dra hag an ano gant ar C’hermaned (en hen-alamaneg plovum « alar », e saozneg plough).

Daou ejen a veze peurliesa, diouz doare, da stleja an alar pe an oged. Eun aremenn eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e Breiz-Veur [1] a zo skeudennet warni eur c’houer keltiat, gwisket gant ar kukullus pe vantell gabellek, o haelat eun alar dirod ha digontell gant daou ejen stag outañ. E domaniou bras Galia, en amzer Plinius Secundus (kenta kantved eus hon oadvez), da vont founnusoc’h gant al labour, e staged ouz an eler hag ouz an ogedou diou denn-loened pe deir war eun dro.


Ar medi ed ha foenn. — Gant ar falz eo e veded an ed e doare na veze trouc’het dioutañ nemet ar pennou ; ar soul, chomet war e droad, a dalveze da doi tiez ha da c’houzeria. E Galia e veze eostet ar mell evel an ed, tañvoezenn ha tañ-

  1. Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, p. 256. — Eler dirod a zo engravet ar skeudenn anezo war reier Skandinavia ha Liguria. War reier Liguria, ouspenn an haeler e lost an alar, ez eus eur paotrig o kerzout dirak ar yeoad-ejened. An ogedou, evel an eler, a zo outo bep a zaou ejen. Diwar dourn Oadvezidi an Arem an engravaduriou-se. Adskeudennou gant Déchelette, Manuel : Age du Bronze.