Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
ar gounid-douar hag ar maga-loened

gant ar Velged hag ar Vrezoned. D’her c’havout e veze kleuzet doun a-wechou. Tri doare a anavezed anezañ :

1) ar marg gwenn, glissomarga e keltieg. « Tregont vloaz e pad en douarou d’o strujusaat », eme Blinius ; « gwelloc’h eo d’ar foennegou eget d’an edegou » ;

2) ar marg meinek, akaunumarga. « Strujusaat a ra eun dirienn e-pad hanter-kant vloaz hag e tere kerkouls d’an douarou-ed ha d’an douarou all » ;

3) ar marg koulmel (« colombine » e galleg), eglekopala. « Kerkouls eo d’an ed ha d’ar foenn. »

Margula, ger-bihanaat diveret a marga, a zo bet degemeret e latin Galia ha deut, a greder, d’ar galleg marne.


Ar muzulia-douarou. — Tri a anavezomp eus ar muzuliou ma rae ar Gelted ganto da verka gorread o douarou : an arepennis (aet da c’halleg arpent), o talvout an hanter eus jugerum ar Romaned, da lavarout eo daouzek « ar » hanter ; — kandeton ar maeziou a dalve war-dro ugent « ar » ; — kandeton ar c’hêriou, ennañ war-dro eiz pe nao « ar ».



Oc’h arat (engravadur war roc’h eus oadvez an arem, Liguria).


An tri muzul-mañ a oa karrezennou reiz ha d’ezo da hed-tu, an arepennis pevar-ugent ilinad gresian (war-dro 44 santimetr), ar c’handeton maeziou kant ilinad. Savet ivez diwar an ilinad e oa penna muzul hed-hent ar C’halianed, al leuga pe leo, enni 5000 ilinad (war-dro 2217 metr) hag, ouspenn, muzul-hent ar C’hermaned, ar rasta, a oa an hanter hiroc’h.

Eur ger all a anavezomp o sellout ouz muzulierez ha bonnerez an douarou. Randos eo pe randa a dlee beza da lavarout « ribl, bevenn, harzou eur park pe eur vro ». Her c’havout a reer en ano *Eviranda a raed, e Galia, eus eun niver a lec’hiou-annez war harzou diou boblad [1]. Ar ger-se,

  1. *Eviranda a zo brernañ Ingrande, Ygrande, Eygurande, Yvrandes, hervez ar broiou. — Randos pe randa a zo furm hen-geltiek hor ger rann. Diwar-benn eur ger keltiek-all bet amprestet gant al latin hag o tenna d’ar muzulia-douarou, cectoria, lennit Vendryès, war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus des séances, 1933. — Adnotenn. *Eviranda (ha neket *Ikoranda) a vije furm goz Ingrande, h. a., hervez Lougnon, en eur pennad moulet war Rev. archéol. etro 1893 (M. M. 1943).