Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
notennou diwar-benn ar gelted koz

4) gwiniegou krec’hiennou ar « Mosella » en hanternoz. Tennet e veze diouto eur gwin ha d’ezañ c’houez-vat, a zo bet meulet gant ar Galian Ausonius er IVet kantved eus hon oadvez kristen.

Miret eo bet d’eomp gant ar skrivagnerien latin eur geriennou bennak ma rae ganto ar winiennerien geltiat : kandosokkus « skoultrig-red diwar winienn », markus, emarkus « gwinienn peuz-fall ». Er Spagn, da vare ar Romaned, e raed gant rezin ruz ker brudet ar vro-se an ano a kokkolobis hag e heñvel ar ger-se beza keltiek [1].


Al louzeier danvez-micheriou. — Al louzeier danvez-micheriou gounezet gant ar Gelted a c’heller ranna e diou gevrenn :

a) al louzeier gwiadennus : al lin hag ar c’houarc’h (kanab) ;

b) al louzeier livadennus, evel ar pastez (glaston e keltieg), louzaouenn-ar-goukoug, an teod-kaz, al lus hag, anat a-walc’h ivez, ar wrizienn-ruz a heñvel an ano koz anezi, varantia (« garance » e galleg), beza deut eus an Hanternoz.

Raktal goude gounidegez an edeier, pa seller ouz an evez a lakaed outo, e teue gounidegez al louzeier-micheriou. E pobladou ’zo a Geltia edo al linegou, ar c’hanabegou hag ar parkou dindan louzaouennou livadennus hogos kement-ha-kement hag an edegi. Hag, evit gwir, kerkouls hag an edou ez oa al louzeier-se, a oa ret-holl d’ar Gelted. E-keit ha ma pourchase eun darn anezo al lañfas ma raed kerden ha gwiadennou, ar re-all a rôe al livaduriou flamm ha liesliou a gare kement ar Gelted o gwelout war o dilhad, o armou hag o c’hirri.


An temziou. — En tu-hont d’an teil-loened e rae ar Gelted, da strujusaat o farkou, gant meur a zoare temziou : 1) ar marg ; 2) ar c’hleiz gwenn ; 3) ar raz ; 4) an uloc’h (ulfenn, poultrenn) ; 5) al ludu ; 6) ar mell douaret ez glas.

Gant Kelted Italia eo ez oa bet dizolôet nerz-struja ar mell douaret ez glas ; an Aedued hag ar Biktoned, diou boblad a C’halia ha d’ezo douarou gleb, eo a rae gant ar raz. Evit ar marg, marga e keltieg, e oa implijet dreist-holl

  1. Hen-geltiek kokkos « tane », kembraeg coch « ruz ». Evit an eil gevrenn kenveria Lobeton, ano-den.