Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
ar gounid-douar hag ar maga-loened

Romaned, eo e reas ar Gelted o menoz da aloubi hanternoz an Itali a daole traou ker saourek. E Galia, n’en em astennas ar planta gwinienn dre ar vro nemet da heul aloubadenn ar Romaned.

Anavezeta gwiniegou Keltia er c’henta kantved goude H. S. e oa :

1) ar gwiniegou war grec’hiennou ar Raeted hag ar re war zouarou ar Genomaned, en-dro da gêr Verona. Frouezus-kaer e oant : « Diouz ment an tonellou », eme Strabôn, « e c’heller kaout eur merzout eus puilhder an eostou : e prenn eo an tonnellou-se ha brasoc’h eget tiez. Ouspenn, an aezamant a vez d’o liva gant eur gwiskad teo a der [1] a denn c’hoaz da wellaat ha da virout ar gwin. » Priziet e talc’has da veza ar gwin-se ken mare an impalaer Tiberius : gwell eget gwin Verona ne rae ar barz Vergilius nemet gwin Falern ;

2) gwiniegou gevred Galia. Gwaz a se, mastaret e veze ar gwin diouto gant a bep seurt-aozadennou : glec’hiet e veze ennañ peg d’e zidrenka ; mogedet e veze d’e devaat ; louzaouennou c’houero a gemmesked gantañ d’e vlaza ha d’e liva ;

3) gwiniegou Bituriged Burdigala (Bourdel bremañ) ;

  1. Emañ Strabôn o paouez lavarout « ez eo an tererez evit Italia-Uhela, ouspenn d’an holl binvidigeziou he deus a-hend-all, eur vammenn c’hounidus kenañ. »