Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
notennou diwar-benn ar gelted koz

Gounidegez ar gwez-frouez, evel hini al louzeier-kegin, ne deas tre war en em astenn nemet e-doug ar marevez kelt-ha-roman. E-touez ar gouennou gwez-frouez a voe neuze degaset e Keltia e c’heller envel ar bechezenn, ar fiezenn hag ar gerezenn. Ar bechezenn a weled e Galia en amzer Plinius Secundus (marvet e 79 goude H. S.). Gounezet e veze ar fiezenn e Lutetia, en hanternoz Galia, e mare an impalaer Julianus (356-360 goude H. S.). Evit ar gerezenn, a oa bet degaset eus an Azi-Vihana d’an Itali gant ar pengadour roman Lucullus er bloaz 67 kent H. S., edo degouezet c’houec’h-ugent vloaz goude, e 53 goude H. S., en tu-hont d’ar mor, en enez-Vreiz. D’ar mare-se en hanternoz Galia e planted dreist-holl ar c’herez luzitaniat.



Oged daou ejen ouz he stleja (Liguria).


War glannou ar Rênos e kaved gwell ar c’herez triliou, du, ruz ha glas, « a heñvel bepred dare da azvi », gouez da Blinius.


Ar winienn. — En darnvuia eus ar broiou m’edo diazezet ar Gelted ne greske ket ar winienn anezi hec’h-unan. Gant-se, ne anavezjont ar gwin nemet diwezat a-walc’h dre ar varc’hadourien deut eus ar C’hreisteiz. Digant ar yezou italiek eo e voe kemeret ano ar gwin, vino-, gant Kelted ar C’huz-heol. Ar Gelted a enbroas en Itali-Uhela hag en Dhrakia a reas anaoudegez gant ar winienn hag ar c’hounidegez anezi [1] ; goude tañva gwin, rezin ha fiez, war a lavare ar

  1. Diwar marevez an armou arem (2000-900 kent H. S.) e veze gounezet ar winienn gant poblou an Itali-Uhela ha meuriadou ’zo eus an Dhrakia. Ar gwin a raed anezañ zelas e thrakeg, methu ha khalis e gresieg. Methu eo furm gresiek ar ger indezeuropek medhu deut da medu « dour-mel » e keltieg. Zelas ha khalis a zo distreset eus eur ger indezeuropek ghalis. — Gant ar poblou kaokazek (d’ezo yezou nann-indezeuropek) e hanval beza bet ledet gounidegez ar gwini (Vitis vinifera) hag oberidigiez ar gwin er broiou tro-war-dro d’ar mor Kreizdouarek ha betek an Indez. A ouenn gaokazek e tiskouez beza ar gresieg oinos, al latin vinum, ar semiteg jain, wain « gwin ». Kenveria ar georgieg gvini, diwar eun hen-stumm *guine. E sumereg tin ha gestin a lavare « died » ha « gwin », hag a dalveze ouspenn « buhez » ha « prenn-buhez ». Kenveria al latin vita « buhez » ha vitis « gwini », hag ar persianeg nôs « gwin » (Firdousi), diwar an avestaeg anaosa « divarvel, divarvus ». Gant Sumeriz, an doueez anvet Gestin-an-na « gwin an nenv » a oa c’hoar da Dammouz, doue an ed (kenveria, e-touez ar C’hresianed, Dêmêter ha Dionusos). A-zivout ar winienn hag ar blantenn graet anezi e sumereg u-nam-til-la « plantenn a vuhez », C. Autran, Sumérien et Indo-européen, 1925, pp. 43-4 ha passim. Gwinienn eo bet marteze da genta ar blantenn-dreist, ar blantenn a zivarvelez, ma veze tennet diouti gant an Arianed an died sakr anvet soma en indezeg ha haoma e perseg, Autran, Tarkondemos, 1922, pp. 33-4 ; 125, n. 4 ; 163-73’ ; 263-4 ; La Grèce et l’Orient ancien, 1924 (diwar Babiloniaca), pp. 214-6.