Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
ar gounid-douar hag ar maga-loened

nag a zouar da hada louzeier-kegin. Ognon, kignenn, panez, hag ivez hep mar, moarvat, irvin ha pour hepken a veze gounezet ganto da vat. En Itali-Uhela e haded ouspenn piz bihan, fao ha fer. Mesket e veze gant glannidi ar Bodinkos fao gant gwiniz d’ober yod. E Galia, e c’hounezed dre galz ar rabez da voued-goañv ar chatal.

Tremen a rae peurliesa ar Gelted, evit doare, gant al louzeier-maga a save puilh anezo o-unan en o c’hoadou, en o fradou hag a-hed o gwaziou-dour. Evelse e oa, da skouer : — ar beler (berula e keltieg) ; — ar riforz, hag int o kreski, e korn reter Galia, ken teo ha bugale gouezell ; — an asperjus gouez a founne e broiou-zo, war ar meneziou hag e maeziou ar Rênos-Uhela ; — ar pastounadez melen (siser e latin) ; ar gwella hini a veded e-kichen Gelduba, kastell-brezel war glann ar Rênos ; ac’hano e rae an impalaer Tiberius (14-37 goude H. S.) degas d’ezañ bep bloaz, d’ober evit e brejou.


Gwez-frouez. — Debri a rae ar Gelted eus an holl frouez a save anezo o-unan en o c’hoadou [1] : kraoñ, kraoñ-kelvez, finij, irin, mouar-drez, kerez gouez, rezin, sivi, avalou, per, magl (Trapa natans). N’o dije lakaet evez, avat, nemet ouz an avalenn, ha marteze ouz ar vesperenn hag ar gelvezenn. Aval Galia (mala gallica e latin) a oa anavezet, er c’henta kantved goude H. S., gant ar Romaned a rae anezañ eur ouenn avalou oc’h azvi en diskar-amzer. En hevelep mare, e bro ar Velged e planted avalou displus, anvet spadonia e yez ar bobl-se. Ker stank e oa an iliber en Illiria ma anved, war a lavared, eur rannvro anezi Dardania, eus ar ger illiriek darda « perenn » [2].

  1. N’eus skrid ebet en Hen-amzer a gement hel lavar, nemet gwirheñvel eo kement-se, o veza ma veze debret an holl frouez a anvomp amañ gant kêriadenniz-war-zour kreiz Europa en oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (war-dro XXXet kantved kent H. S.) hag en oadvez an armou arem (2000-900 kent H. S). Ar winienn c’houez a gaved neuze e kreisteiz Galia.
  2. Eur martezead n’eo ken, evel m’eman an diskleria albaneg-breman dardan « tieg, gounideg-douar », Autran, Nom propre grec, p. 206. Eus an arvarusa eo mont da anoiou divoutin an Hen-amzer diouz geriou ar yezou breman, pa vezer dic’houzvez eus orin hag istor ar geriou-se. Re vras eo ar c’hemm a c’hell beza c’hoarvezet e stumm hag e ster geriou eur yez e-pad an ugent kantved m’en deus padet an oadvez kristen. — An Dardaned a zo eur boblad eus ar Balkaniou hag eus Azia-Vihana he deus kaset, e-kerz an eil milved kent H. S. tarvhedadou-tud betek an Indez (Dardistan) e-ser an Elumed (Elumoi, Elumaioi), an Danaed (Danaoi, Danawoi, Danavas), ar Garianedi (Karioi, Arioi), al Lukianed (Lukoi) pe Dremiled (Tremileis, Tremilai). Ar re-man a ziskouez beza bet anverien da Zravidiz : o gouenn hag o yez a zo aet da get ; o ano en deus treuzvevet ha graet berz evel aman hini ar Franked e-touez romanegerien Galia. Eun amzer a zivrôadegou eo bet an amzer-se evit ar poblou liesyezek (indezeuropek, kaokazek, h. a.) a oa o veva e korn gevred hor rannved : Pelasgoi (Poulestiou, Pelesheta), Teukroi (Takkaro, Tukhara, Toc’harii), Tursanoi (Toursha), Iawones (Yavanas, Iavanim), Ac’haïwoi (Akaouasha), Maidoi (Mêdoi), Iberoi, Kaldaioi (Kalubes, C’halubes), h. a. Tarvhedata stank a rejont tro war dro d’ar mor Kreizdouarek betek ar Spagn, Afrika, hag a-dreuz penn Azia betek traon Arabia ha bro-Sina. Levriou Autran a zo awenus da lenn diwar-benn an divrôadegou-se.