Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
notennou diwar-benn ar gelted koz

1) gwiniz an Ejïpt (anvet e galleg « poulard »), graet anezañ e keltieg arinka [1] ;

2) ar gwiniz gwenn bras pe siligo. « Ar siligo », eine Blinius Secundus, « a reer gantañ ar brava bara ; eur boezellad vleud diwar siligo Galia a ro daou livr war-nugent a vara. »

3) ar gwiniz tri miz ;

4) eun doare vell hañvet brakis. « Meurbet gwenn eo ar greun anezañ », eme Blinius, « dre boezellad e ro tost da bevar livr a vara en tu-hont d’an holl vleudou all. »

An heiz a veze graet anezañ sasia e keltieg evel e ligurieg. Brudet e oa gant ar Romaned heiz Keltia, hordeum galaticum ; hadet e meurz e douarou yen menez Dindumos, e Galatia, e rôe dre jugerum (25 ar) pemp modius (40 litrad) eus eur bleud mat-tre d’ober bara tiegez. « E Keltiberia », eme Blinius, « e vez hadet an heiz en ebrel hag ez eus daou eost dioutañ dre vloaz. » Daou seurt heiz eta a oa gant ar Gelted :

1) heiz meurz ;

2) heiz an diskar-amzer.

Daou seurt mell a hadent ivez :

1) ar mell ordinal ;

2) ar mell lost-marc’h.

Strabôn a ro da evesaat e tere mat-dispar ouz gounidegez ar mell douar an Itali-Uhela dre ma ’z eo kanouc’hellet-stank [2]. « N’eus ket », emezañ, « gwelloc’h gwarez ouz an naonegez ; o veza ma harz ar mell ouz an amzer ar muia hedro, ne c’houiter nepred gantañ, hag e ve dienez klok eus ar greunou-all. » Eur magadur dreist e oa ar c’holo mell d’an oc’hen ha d’ar c’hezeg. Dre ma splete kement, e c’hounezed ar mell kerkouls en hanternoz hag e kornog Keltia evel er c’hreisteiz pe er reter anezi.


Al louzeier-kegin. — Ar Gelted, debrerien vras a yod diwar vleud edou, n’o deus ket lakaet, evit doare, nemeur a amzer

  1. Ne oar ket a-unvan war ar poent-se. Hervez hiniennou e vije arinka ar Gelted brasa seurt yell.
  2. Kanouc’hellet e oa bet gant an Etrusked a biaoue ar c’hompezennou-se kent donedigez ar Gelted. — Ar mell (Panicum miliaceum) a ziskouez beza bet, en Europa, Azia hag Afrika, hena gounidegez mab-den.