Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
ar gounid-douar hag ar maga-loened

met start e izili, akuit da heulia al loened fiziet ennañ, da redek zoken pa ve red, ha da deurel spegou da zifenn an tropellou ouz al loened fero hag al laeron. »

Penna loened doñv gant ar Gelted ez oa ar marc’h, ar c’hi, ar vuoc’h, ar pemoc’h hag ar maout.


Ar marc’h. — A vilierou eo e c’helljed niveri ar c’hezeg a veze savet en o feurvaniou gant penna poblou Keltia. Rak n’edo ket ar marc’h evit ar Gelted eul loen-tenn talvoudus-dispar hepken, al loen-emgann dreist peb-all ez oa anezañ ivez. Staget ouz ar c’harr-emgann pe zibret, ez oa, en trôadou-brezel ha war ar c’hannlec’hiou, keneil ha kenoberour d’an uheliad ha d’ar pep gwella eus ar vrezelourien. Gant-se, e rôe ar Gelted d’e vaga aked hag amzer vras.

Setu amañ an disklêriadennou a gavomp, tamm amañ tamm ahont, gant skrivagnerien ar C’hreisteiz diwar-benn gouennou kezeg Keltia hag ar maga anezo.



Labourer-douar o haelat alar (engravadur war roc’h eus oadvez an arem, Skandinavia).


En trede kantved kent H. S. ar Roman Plautus, barz ha saver peziou-c’hoari farsus, a gomz eus kezeg spaz Kelted an Itali a werzed gwall-izel briz. Ar beajour gresian Poseidônios (135-50 kent H. S.) a ro meuleudi d’ar c’hezeg keltiberiat : gant o liou gell-brizennet ez oant heñvel ouz kezeg brudet ar Barthed ; boaz ez oant da grapat meneziou hag ivez buanoc’h ha gwelloc’h ouz ar skuizder eget ar re-all. Er c’henta kantved kent H. S., ar C’halianed a veze ganto, gouez da Gaesar, kalz a varc’hegerien. Savet e voe, evit doare, gouenn kezeg-emgann ar C’halianed, er mare-se, diwar wellaennou stank a-rumm-da-rumm ; korfet kaer ha mentek ez oant, war a heñvel, ha buan, nemet n’oant ket re start d’al labour. Kezeg ar C’hermaned, en enep, bihan divalo ha d’ezo nebeut a herr, a oa start-kenan. En enez-Vreiz, er c’henta kantved goude H. S. ar c’hezeg a veze staget gant Kaledoniz ouz o c’hirri-emgann a oa bihan, herrek ha difaezus.

Kement ha ma c’heller merzout diouz niver ar varc’hegerien a c’hallent kas d’ar brezel, setu amañ ar poblou a Geltia en doa graet berz eus ar gwella en o zouez, da vare