Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
notennou diwar-benn ar gelted koz

ar frankiz, ar maga-kezeg ; e Galia, Trevired ar Belgion (Galia an Hanternoz), an Aedued hag an Arverned etre stêriou Sequana ha Garumna ; — e-touez Kelted an Danuvios, an Daurisked hag ar Vastarned ; — Galated an Azi-Vihana. En enep, an Helveted, hag i gouest da lakaat en armou en tu-hont da 50.000 a vrezelourien, n’oa ganto, e 58 kent H. S., nemet pemp kant a varc’hegerien ; gant an Nerved, poblad vrezelgar eus hanternoz Galia, n’oa hini ebet.

Anat e oa e Galia, er c’henta kantved kent H. S., eur ouenn gezeg-samm, diouz ma lavar Diodôros diwar-benn ar bagadou kezeg a gas staen eus glann mor-Breiz d’ar mor Kreizdouarek. O veza ma rae Kelted an enezennou ha re an Douar-bras gant eun niver kirri war ziou pe beder rod, ez eo ken anat all ez oa ganto eur ouenn gezeg-tenn pe veur a hini [1].

  1. Eur martezead gant Kamilh Jullian n’eo ken. Kirri a bep stumm a zo bet en Hen-amzer, nemet bez’ ez oa anezo-holl kirri bihan ha skanv, dre ma oa dianav da Hen-amzeriz an doare-sternia oberius-dreist a vreman dre lorc’hennou, sugellou-tenna ha morgo-skoaz pe sivelenn-vrusk (en Xet kantved goude H. S. eo bet ijinet an doare-sternia-se a zo laket drezan da dalvezout holl nerz ar marc’h). Divoas e oa d’ezo an ambilha-loened, dre ma vez diefed an ambilha gant an doare-sternia hen-amzerel. A-zaouou dindan ar yeo, evel an ejened, e veze sterniet ar c’hezeg gant Hen-amzeriz : daou varc’h kenver-ha-kenver ouz pep karr, en o c’herc’henn peb a sivelenn pe lerenn-c’houzoug ledan a-ere ouz ar yeo. Dre o gouzoug eo e sache an daou varc’h ar c’harr war o lerc’h, hag, anez taga, n’oant ket evit dibrada karradou pounner-meurbet. Xenophon (Vet kantved kent H. S.) hag an dastumad-lezennou De cursu publico (Vet kantved. goude H. S.) a laka da 1.500 livr-pouez roman (500 kilogramm) ar pounnera karrad a c’helle beza dibradet gant eun tenn-loened, kezeg pe oc’hen. Eus an daou fed-se, ar stleja-kirri dre ar gouzoug hag an dister a bouez a veze gant ar c’harradou, e c’hoarveze kement-man : da genta, e veze laket bepred merc’h-kalloc’h ouz o c’hirri gant Hen-amzeriz, dre ma ’z eo tevoc’h ha krenvoc’h o gouzoug gant ar merc’h-se eget gant ar c’hezeg-spaz (da loened-samm pe da loened-dibr ez ae ar re-man) ; d’an eil, ezomm n’o doa ket Hen-amzeriz a ouennou-kezeg bras-kenan ha nerzus-dreist, evel m’eman breman e Bro-C’hall ar percheroned hag ar bouloneziaded, hag e Breiz-Veur ar c’hludesdaled. An doare sternia galloudus ijinet en Xet kantved goude H. S. hag ar bras a astenn eus ar chalboterez a zo bet da heul eo o deus laket ar gouennou-se da sevel. Evel-se er Grenn-amzer, ar pounner a houarngen gwisket gant ar varc’heien a lakas da c’henel eur ouenn gezeg bras ha krenv dispar, ar c’hezeg-goaf pe kezeg tournamant, a zo aet da get a-gevret gant houarnwisk ha doare-stourmadenni gladdalc’herien ar Grenn-amzer. Lefebvre des Noëttes 1931, I, pp. 154-64. H. a.