Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/219

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
ar gounid-douar hag ar maga-loened

Brudet e oa kezekenned ar Gelted dre an holl ved roman e mare an impalaerded. En IIIet kantved goude H. S., soudarded Claudius II a zegasas d’an Itali eur maread anezo. Senedourien Galia, chaseourien douet ma ’z oant, a veze ganto en o marchosiou jaoed-red dispar diwar zibabou-gouenn gouiziek, ma verkent aketus an holl nesanded anezo. Er skeudennou graet en hevelep amzer, hag a zo bet kavet en hanternoz Galia, e weler taolennet, war a greder, unan eus gouennou kezeg ar vro-se, d’ezo eur fri kromm, diouskoaz uhel hag eun talier ledan, roudennet doun a-walc’h [1].

Uhel brizet e oa gant ar Gelted ar c’hezeg estrenn ; meurbet ker o frenent digant ar varc’hadourien o degase d’ezo hag e raent o mad eus kement tro a gavent evit o fiaoua. War-dro ar bloaz 170 kent H. S., ar gannaded, kaset gant Kinkibilos, roue Kelted an Danuvios, da Roma, a c’houlennas digant sened ar gêr-se an aotreadur da brena kezeg ar vro ha d’o c’has emaez an Itali : pep a zek marc’h italian a yeas gant izili ar c’hannaderez-se. Anavezet eo ar gwall-zarvoud a c’hoarvezas gant ar C’helt Kentauretos ; lazet en devoa en emgann Antiokhos, roue ar Syria, hag, o veza kemeret ar marc’h anezañ e pignas kentiz war e gein. Disent ouz ar weskenn, al loen en em strinkas e torrodou e-lec’h e tizas mervel gant e rener.

Bez’ e oa e keltieg, evit doare, eun niver geriou da envel ar marc’h, diouz an oad, ar vent, ar ouenn hag an implij anezañ. Setu amañ ar re a anavezomp : 1) epos, marc’h dre vras [2] ; — 2) epâlis, ebeul ; — 3) kabo, kabonos, marc’h bras ; — 4) kaballos, marc’h samm pe sugell [3] ; — 5) marka pe markos, marc’h-emgann ; — 6) mandus, mannus, eur marc’h-sternia bihan ; — 7) vorêdos, pe verêdos, ar marc’h a staged ouz an doare karr herrus a anved « rêda » [4].

  1. Salomon Reinach, Bronzes figurés de la Gaule romaine, p. 285, niverenn 298 (Tonnerre) ; — Encore Epona, pp. 11-12 (Elouges).
  2. Hen-vrezoneg ep, a zo anezañ c’hoaz er ger kenep. En iwerzoneg ech ( = *eqos) a verke eur marc’h a ouenn dreist.
  3. Iwerzoneg capall, marc’h na vern a be ouenn, marc’h dre vras ; hen-vrezoneg kaval, Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, p. 383.
  4. Vorêdos pe verêdos a zo deut e kembraeg da gorwydd « jao-red ». Amprestet gant ar Romaned, e c’hanas ar ger briz paraveredus, kosa stumm ar ger gallek palefroi « palafrez ». Paraveredus, en em silet er germaneg, a zo deut d’an alamaneg-bremañ pferd « marc’h ».