Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
notennou diwar-benn ar gelted koz

Aet eo an anoiou-se da zanvez eur maread anoiou tud ha lec’hiou eus Keltia. Menegomp, da skouer, Eporedorix, ano douget gant daou benn-brezel aedu (kenta kantved kent H. S.) ; Ateporix hag Eposognatos, daou roue ar Gelted eus an Azi-Vihana ; Atepo hag Atepomâros, daou C’halian miret d’eomp an anoiou anezo gant enskrivaduriou Nemossos (Nimes) ha Narbo (Narbonne) ; Epomanduoduron, eur vourc’h eus ar Sequaned ; Epossios, ano meur a gêr a C’halia en o zouez eur gêriadenn eus an Drevired : Epotios ano eur pagus eus bro ar Vokonted ; Markoduron, eur vourc’h eus hanternoz Galia, tost d’ar Rênos ; Vorêda ha Manduessedon, kêriou a Vreiz-Veur ; Eporêdia, eur gêr eus an Itali-Uhela [1] ; Sextanmanduios, pou (pagus) e bro ar Rêdoned.

An holl anoiou-se a zo anezo kement-all a desteniou eus ar bri douget d’ar marc’h gant ar Gelted hag eus an aked a lakaent d’e vaga.



Marc’h fri-kromm Galia (Elouges).


Hervez Plinius, e rae ar Gelted eporêdias eus an damesaerien vat a gezeg. Dre ar Gelted a brederie hag a zamesae kezeg eo, hep mar, en em silas el latin kement a c’heriou keltiek o sellout ouz ar chalboterez, evel verêdos ha petorriton. Ar varc’hadourien-gezeg, ar baotred-varchosi, ar vulerien hag ar garrenerien a Geltia eo o deus degaset e Roma hag en Itali-holl azeulerez an doueez Epona. Juvenal a ro d’eomp da c’houzout edo ar voaz en e amzer (kenta kantved goude H. S.), liva skeudennou Epona er marchosiou. An den penn-roll eus an Azen aour, eur marvailh gant Apuleius (IIIet kantved goude H. S.), oc’h en em gavout en eur marchosi, a wel ouz ar post-kreiz a zalc’h treustou an ti, eur volzig enni skeudenn Epona bravaet gant rozennou nevez-kuntuilhet. War vogeriou eur staol e Pompei ez eus bet kavet, en hon amzer, unan eus ar skeudennou-se a Epona meneget gant Juvenal hag Apuleius : eul livadur-war-vur eo o taolenni en eur c’hustod eur vaouez yaouank veleganez gwisket e gwenn, ha hi azezet war eur vulez o kerzout. Gant he dourn

  1. Epomanduoduron, Epossios, Epotios hag Eporêdia a zo hizio Mandeure (Doubs), Ivois, Upaix ha Ivrée.