kleiz e talc’h eur bugel paket en eun dilhad liou gwer. A-is d’ar c’hustod emañ eur sklav o ren daou vul.
Ar c’hi. — E-touez ar Gelted, ar c’hi (kû, tro-c’henel kunos, tro-envel lies kunes) [1], a veze graet gantañ kerkouls d’ar brezel ha d’an hemolc’h. Rak-se, ne raent ket fae outañ e giz poblou all, evel ar C’hresianed da skouer, n’o doa ket a goun-emgann [2]. Gant Breiziz hag Iwerzoniz kû a veze zoken eun ano meulus d’eur c’hampion pe d’eur brezelour-meur. Al lesano « Ki Koulann » a raed peurliesa eus ar c’hadour brudet Setantios ; eus eur c’hadour all, kevezer ha kenvro gantañ, e veze graet Kû-rovesies [3] « ki ar gompezenn » pe « ki an dachenn (-emgann) ».
Brudet-bras e oa en Hen-amzer koun ar Gelted. Er c’henta kantved kent H. S. e prized dreist-holl ar re vaget gant Breiziz ha Belgiz an Douar-bras. E-touez ar gouennou koun a gaved e Galia e c’hellomp menegi :
1) ar c’hi-emgann, a veze graet gantañ ivez da gi-hemolc’h. Agroku « ki lazadeg » e heñvel beza bet an ano anezañ en Iwerzon [4]. Bez’ e oa er vro-se, er c’henta kantved kent H. S. hervez danevellou ar Grenn-amzer, eur brudet a gi-emgann, anvet Albios, a vije bet a-walc’h anezañ e-unan-penn da ziwall holl rouantelez Leinster ;
2) ar segusios pe sukambros, eur pikol ki nerzus, garo da welout, kalonek ha start, a raed gantañ, a greder, da hemolc’hi moc’h-gouez ;
3) ar vertragos, eun doare levran mentek ha stummet-kaer a lakaed da zihelc’hat kirvi, yourc’hed ha gedon. Leun
- ↑ Kunes a zo deut da koun, kon, e brezoneg. Bez’ ez eus anezañ c’hoaz er geriou ha liesgeriou-mañ : kounnar, bara-koun, boued ar c’houn, fanul-gon.
- ↑ Gresianed an istorvez n’o doa ken a goun-emgann. Gresianed ar ragistorvez o doa bet. O gwelout a raer skeudennet war podou ha listri an amzer-hont. Graet eo bet an eveziadenn-man gant S. Reinac’h en eur renta-kont diwar-benn levr nevez-embannet Herri d’Arbois de Jubainville, La civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique. War Gazette des Beaux-Arts eo bet moulet ar renta-kont-se, mar kounan ervat.
- ↑ Kû-rovesies a zo deut da Curoi e skridou ar Grenn-amzer.
- ↑ Da vihana, an ano a archu, graet eus ki Ailbe (*Albios) en eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, a c’houlenn en e raok eur furm hen-geltiek *agroku, eus agron pe agra « lazadeg » deut da air, ater en hen-vrezoneg. Archu a vije aergi e brezoneg-bremañ.