Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
notennou diwar-benn ar gelted koz

a dan, hag ivez speredek hag ampart, e ouie ar vertragos degas d’e vestr ar gedon hep o labeza [1] ;

4) ar petronios a oa anezañ, evit doare, eur c’hi-puze, mentet-etre ;

5) an dem-vleiz, ganet diwar eur giez hag eur bleiz. Ar C’halianed a bleustre an dam-vleizi d’ober anezo bleinerien o chas. Pep bagad chas a veze en e benn eun « dem-vleiz ». « Ar c’houn », eme Blinius Secundus, « a gerz d’e heul hag a sent outañ » ;

6) an agassaios, ki-hemolc’h bihan eus enez-Vreiz.

Er Ia, IIet, IIIet ha IVet kantvedou goude H. S., e veze gant senedourien Galia bagadou chas-red eus ar c’haera ma notennent ar rollou-nested anezo gant kement a evez ha re o c’hezeg. Ar c’houn pleustret gant ar C’halianed da hemolc’hi moc’h-gouez a oa brudet dre holl er bed roman.

D’an hevelep mare e save Iwerzoniz koun hag a oa brudet, dleet ha ma oa, evit o ment, o nerz hag o c’hrizder. Graet e veze ganto da hemolc’hi ar bleiz. Kement e oant hag ezen pe ebeulien. E 391 goude H. S., eur Roman, e ano Flavianus, o paouez ergerzout enez-Vreiz, a gasas d’e vreur, ar c’honsul Symnachus, seiz ki iwerzoniat (scotici canes) evit c’hoariou ar c’helc’hva e Roma. Ar c’honsul a drugarekaas en eul lizer a zo deut betek ennomp : « Roma a-bez », emezañ, « he deus sellet a-bann outo gant saouzan, hag a gred d’ezi ez eus renket o degas du-mañ e kaouedou houarn [2] ».


Ar vuoc’h. — Ar vuoc’h a zo bet d’ezi eur bras a lec’h gant ar Gelted. En o zouez, evel e-touez ar peb-all eus Europiz e veze ar vuoc’h ar penna moneiz-eskemm. Priziet e veze e buoc’henned pinvidigez eun den, talvoudegez eun dra, prenadur eur wreg ; gant buoc’hed e veze akuitet dic’haou an torfedou hag ar mestaoliou ; dre rei buoc’hed eo e paeed eur brenaenn pe e c’hopred eur vad graet.

Betek e-kreiz ar Grennamzer ez eo bet miret gant Kelted

  1. Vertragos, aet da vertragus, vertraus e briz-latin Galia, a zo deut dioutañ ar ger gallek veltre, vautre.
  2. Ar « c’hi iwerzoniat » a oa anezañ c’hoaz er Grenn-amzer. Diouz skridou an amzer-se, e veze ermaeziet diouto, da zonezoni ar roueed hag an impalaered, betek e bro-Bers hag en Indez. Pa voe peurziouennet ar bleizi en Iwerzon, er XVIIIet kantved, ez eas ar mellou-koun-se da draou didalvoudek hag e voe lezet da vont da goll ar ouenn anezo.