Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
ar gounid-douar hag ar maga-loened

Breiz-Veur hag Iwerzon ar voaz da gonta dre vuoc’henned pe dre benn-saout, hag e c’hellfed rei a se eun niver a skoueriou. E-touez Iwerzoniz, eur gaoter vrao nevez-flamm, hep beza aet d’an tan, a vez priziet a dalvoudegez gant eun ejen ; eur gaer a sklavez a dalv tri ejen-alar pe deir buoc’henn pe bemp penn-saout a dalvoudegez-etre (ounnered daou vloaz pe yaouankoc’h eget daou vloaz). Hounnez eo ivez war-bouez nebeut, taolenn-briziou ar C’hresianed d’ar mare ma savomp da heul barzoniezou Homeros : gwelout a reomp en unan eus ar barzoniezou-se eur sklavez, eul labourerez-dreist anezi, lakaet a briz gant pevar ejen.

Ar Gelted koz a save ar vuoc’h evit he laez, ma event eun darn anezañ, hag eun darn all a lakaent d’ober amann ha keuz. An ejen a veze graet gantañ, dreist-holl, da loen-samm pe da loen-tenn. Stlejet e veze an alar keltiek gant eur yeoad ejened, dibaot avat, war a heñvel, gant kezeg [1].

Nebeut a zisklêriadur a zeu deomp eus skridou an Hen-amzer diwar-benn gouennou saout ar Gelted. Buoc’hed an Alpou, gouez da Blinius, hag i bihan-tre, a zo founnus da rei laez. E Galia, gant laez buoc’hed meneziou Kebenna ha Lesura e raed keuziou brudet. Columella (kenta kantved goude H. S.) a veneg eur ouenn vuoc’h eus an Itali-Uhela anvet keva pe geva. Meulet eo gant Varro (kenta kantved kent H. S.) an ejened a vez maget gant Kelted an Itali ; ar wella gouenn eo, gouez d’ezañ, a gement a zo en Itali, hag an duêta d’al labour. Diek eo, en enep, oc’hen al Ligured.

Bous, tro-c’henel bovos, ez oa unan eus anoiou ar vuoc’h e keltieg [2]. Aet eo ar ger-se da bou en hen-vrezoneg hag en hen-iwerzoneg ; bou-tig « ti-buoc’h » a veze graet en

  1. « Nepred » a vije gwiroc’h, moarvat. An doare-sternia hen-amzerel, dre c’houzoug ar marc’h, hen lake didalvoudek d’an arat, Lefebvre des Noëttes, 1931, I, pp. 51-2. Diwar an Xet kantved goude H. S., goude kavidigez an doare-sternia a vreman, eo e voe distroadet tamm-ha-tamm an ejen gant ar marc’h el labour-douar, arat hag ogedi, id. pp. 130-1.
  2. Ar c’heltieg a vez kemmet gantañ e b ar gw pe g dre ar staon, eus an indezeuropeg. Deut eo, gant-se, ar geriou indezeuropek gwôus « buoc’h », gwena « maouez », gwel « luc’ha, devi, laza » da veza e keltieg bous, bena, bel (ac’hane, war an Douar-bras Belenos, doue heolel ; e Breiz-Veur, Belatukadros « kaer pa laz », lesano doue ar brezel ; hag, e keltieg Iwerzon, *atebelant « e varvont », deut en iwerzoneg da atbalat).